Frazenn n° 78165
-
👂 🔗 ya, hennezh zo un ti bihan ya, c'hoazh 'deus cheñchet anv dezhañ bremañ, e welan eo laket ur panneau Les Ronces, met en tu all an hini eo Les Ronces, ya met eu... ar barrouz 'deus ket laket anezhe mat, me n'onn ket evit para ivez... ya met ar Ronces a oa unan ha 'no prenet une ruine ha graet... ingalet an ti, moarvat e oa un torkad drez a-raok kwa ! se zo kaoz 'no laket an ti « Les Ronces », nann... nann... met eno, 'ba ar sekteur-se ivez, a oa... an Tutor, e oa... daou di pe dri eno, hag e vije graet an Tutor deusonte, sell ! me 'meus soñj da welet ar c'hrevier, an ti gant loened e-barzh, e-tal Kollogod just, an Tutor, met traoù kozh kwa ! ya... an ti a vije graet an Tutor deusontañ kwa ! met 'meus ket gwelet tud e chom e-barzh, met gwelet saout e-barzh an ti
[ˈtytɔꝛ - ... - ... - ... ə ˈtytɔꝛ ... - ... - ... - ... kɔˈlɔˑgɔd ... - ˈtytɔꝛ - ... - ja - ... ˈtytɔꝛ ... - ...]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Roje ar Bastard, ganet e 1940 e Plistin, o chom e Tremael, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-08-04)