Frazenn n° 79353
-
👂 🔗 ha 'oarit ket petra zo arri ganin ? añfin, nebeud a dra, n'eo ket... mann... mann a-dreuz ebet, met eu... operet on bet douzh ul lagad, nevez zo, hag e oan bet o welet an anesthésiste ivez a-raok... a-raok bezañ operet, ha hi o welet Eviaz a oa war ma feuilhenn, « met me 'meus prenet un ti en Eviaz » emezi, « ah, bon ?! hag... n'eo ket re da c'houll ganac'h pelec'h neuze ? » ha hi da lâret din eo Kerizel e oa, hag un ti brav zo aze sañset, me n'onn ket bet james e-barzh met... hag un tour zo eno, n'onn ket... pe... un tour, n'onn ket pe... pe evit... evit... ar c'houlmed gwechall pe... pe evit petra eo ?
et vous ne savez pas ce qui m ‘est arrivé ? enfin, pas grand chose, ce n’est pas... rien... rien de grave, mais euh... j’ai été opérée d’un oeil, récemment, et j’avais été voir l’anesthésiste aussi avant... avant de me faire opérer, et elle de remarquer an Eviaz sur ma feuille, « mais moi j’ai acheté ne maison à an Eviaz » qu’elle dit, « ah, bon ?! et... ce n’est pas trop vous demander où alors ? » et elle de me dire que c’était à Kerizel, et il y a une belle maison là en principe, moi je n’y ai jamais été mais... et il y a une tour là-bas, je ne sais pas... si... une tour, je ne sais pas si... si c’est pour... pour... les pigeons autrefois ou... ou pour quoi c’était ?
an Eviaz
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi (2023-07-12)