Frazenn n° 82089
-
👂 🔗 Gwazh ar Mestr, a dremenen, duzh en... duzh en... duzh en ober ar c'hours, zo... dre 'n avani zo... e oa ur wazh, ac'h ae tout an dud duzh Pleuvihan, eu... e vije mein karrez ha 'h aes... war pennoù da daoulin 'ba ur c'hased koad, da gannañ, evel e vije gwechall, ha tout an dud 'nije o c'hased koad, war ur min, ur min hag a vije en pant, gwelet a rez, d'an dour da... keit ha frotez gant... ha skeiñ gant ar c'holvazh war... war... war an niñselioù pa vije graet un dorchenn, un dorchenn gant an niñselioù, diwaskañ... diwaskañ an dour te !
[ˌgwazˈme̞st - plœˈviˑən]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)