Frazenn n° 82103
-
👂 🔗 ar Bodiliav a oa... lec'h e oa... lec'h e oa aet eu... Alexandre Gwilhou, br... ur breu... ur breur da breur Maodez amañ, da chom, ha... ha... ha eo marvet ivez 'vat ! bremañ... ha goude eo bet... mab... tud d'ur breur... tud d'ur breur da Pierrot, A... Alexandre Gwilhou, zo bet o terc'hen menaj e-barzh, 'ba ar Bodiliav, ma... ma vamm ha me, keit ha 'vijemp ket er skol, 'h ae da... 'h ae da... da hadañ pataz ha tout, e vije... e vije hadet tout ar parkoù gant an daouarn hañ ! gant kasedoù, ac'hanta ! 'h aemp da hadañ pataz, ha da droc'hañ ed gant ur mekanik... hag amarriñ anezhe... ar voeskelloù gant... gant... gant... gant un dornad ed, 'h aemp... 'h aemp da labourat d'ar Bodiliav
[buˈdijɛw - buˈdijɛw - buˈdijɛw]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)