Frazenn n° 82108
-
👂 🔗 Kervran zo ivez, Kervran ha... Kervran aze zo daou venaj, zo daou venaj kichen-ha-kichen, peogwir eu... daou... e oa ur bagad saout 'ba pep menaj, hag e oa ul lou... ul louar mein, ledan, 'oa... pas ken ledan ha oa... ha eo an daol aze, met... met evel-se bepred, evel-se, 'ba... e oa... e oa tri bevar metr hed, 'ba... 'ba an hent, rakkar... a-wechoù e arrie an daou... an daou bagad saout, kazi asambles da... hag e ouie pe... pep buoc'h a ouie... 'ba peseurt menaj 'da mont d'ober
[kɛꝛˈvʁɑ̃ˑn - kɛꝛˈvʁɑ̃ˑn - kɛꝛˈvʁɑ̃ˑn]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)