Frazenn n° 82124
-
👂 🔗 ya met aze zo Poull ar Stripo ivez, met... met... ya met eñ... met eñ a gase, Mengi, e bouzelloù e loened e-barzh, 'na graet un toull, hag eu... 'na ur c'harr bihan gant ur gazeg, ur c'harr bihan houarn, ha pa vije leun hennezh a bouzelloù e saout ha... ha bouzelloù moc'h ha... traoù, 'h ae da vidañ anezhe e-barzh, ha pa vije leun an toull, e stouve anezhañ hag e rae un toull all e-kichen, hag e vije graet Toull ar Stripo doutañ ivez
[ˌpulˈstxipo - ˌtulˈstxipo]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)