Frazenn n° 82140
-
👂 🔗 ha pa oan paotr-saout, me, e Krec'h Kelenn, ma... ma breur, a vije war-dro ar c'hezeg, hag e deuemp... hag e deuemp d'ar gêr... ar sadorn d'an noz, da... da Gergognon, ha 'damp ur bisikled paotr etre daou, me a vije war ar varrenn, ma goaze, ha... ha ma vreur a gondue... ar bisikled, hag un devezh 'ba gra ar Rojado, 'ba Gra ar Rojado... e oa... e oa... e oa arriet un taol tourmant, hag e oa aet ma boned bask, ur boned bask... du neuze, a-raok gant an avel ! ha... ha ma vreur oc'h aretiñ, pelloc'h evit... evit dibab ma... ma boned, hag un oto oc'h arriet hag o tremen war ma *boneg, o tremen war ma boned, ha ma vreur o lâret da paotr an oto, 'oa ket kalz otoioù d'ar c'houlz-se c'hoazh hañ ! « oh ! oh ! tremenet 'teus war ma... war tog ma... ma breur ! » « ya ! evuruzamant, eme paotr an oto, 'oa ket e benn e-barzh ! »
[kɛxˈkeˑlən - gɛꝛˈgoɲõn - ˌgʁaʁoˈʒɑˑdo - ˌgʁaʁoˈʒɑˑdo]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)