Frazenn n° 82575
-
👂 🔗 teir ekip rederien, rederien ya, ha en em affrontemp... bep sizhun, ma chomemp ket da redek 'ba Bear, ac'h aemp da... da Lannuon pe da Rostrenen, pe da Gwengamp, lec'h e oa ekipchoù all (T. : hag e oa reoù yaouank, reoù grenn...) ya ! ha... ha reoù goshoc'h, koshoc'h un tamm, me... me... me a oa 'ba ar reoù grenn
[ˈbeˑaꝛ - lɑ̃ˈnyˑõn - zɑ̃mˈbʁiˑək - ˈgwe̞ngɑ̃m]
il y avait trois équipes de coureurs, de coureurs oui, et nous nous affrontions... chaque semaine, si nous ne restions pas courir à Bear, nous allions à... à Lannuon ou à Rostrenen, ou à Gwengamp, là où il y avait d'autres équipes (T. : et il y avait des jeunes, des intermédiaires...) oui ! et... des plus âgés, un peu plus âgés, moi... moi... moi j'étais dans les intermédiaires
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An diduamantoù > Ar sportoù > Redek > Ar rederien