Frazenn n° 82582
-
👂 🔗 Liorzh Klareg ? n'out ket kat d'ober... da gouezhiñ welloc'h, peogwir ar re-se... a oa douzh ar menaj amañ, Liorzh Klareg zo war an hent da vont da... da Kerlev, 'welez ket ? ni zo 'ba ar C'hozh Ti amañ sell ! ac'hanta, diouzhtu... pa 'h ez war an hent da vont da Gerlev, eo... amañ diouzhtu aze, 'teus d'ober... kant metr douzh amañ emañ, ha Liorzh Klareg... Liorzh Klareg... aze gwechall, e oa un ti, gwechall... gwechall-gozh, 'meus klevet ma zad komz, hag an dud a oa e-barzh, n'onn ket penaos e oant marvet, met... den 'na gouvezet mann ebet, hag e oant hanter debret gant razhed
[ˌlyɔꝛsˈklɑˑɹək - ... - ... - ˌlyɔꝛsˈklɑˑɹək - ... ke̞ꝛˈlɛw - ... - ... ˈho̞sti ... - ... - ... ge̞ꝛˈlɛw - ... - ... - ... - a ˌlyɔꝛsˈklɑˑɹək - ˌlyɔꝛsˈklɑˑɹək - ... - ... - ... - ...]
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi (2023-11-22)