Frazenn n° 83166
-
👂 🔗 me a oa bet mamm-gaer ma faeron e-barzh, ur wech e oan bet e welet anezhi, eñ... eñ e oa intañv... abred, ha goude e vamm-gaer a oa gantañ, ha 'neve bet miret anezhi ordin, met da ziwezhañ 'oa ket moaien da zont a-benn deusonti ken
[ə ˈveʃ - ˈintɑ̃ʷ - da ziˈweˑɑ̃ - də ˌzɔ̃n ˈbe̞n]
moi la belle-mère de mon parrain y avait été [EHPAD], une fois j'avais été la voir, il... il étai veuf... précocement, et après sa belle-mère était avec lui, et il l'avait toujours gardée, mais à la fin il n'arrivait plus à la commander
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi