Frazenn n° 90006
-
👂 🔗 ar C'hozh Koad ? ar Roskoad, ya ! eno on bet o chom, 'ba ar Roskoad, eu... an ti zo... a oa 'ba penn... penn an hent kwa ! da dreiñ da vont... eno, hag e oa... eñ a oa... pañsionet deus ar brezel 14-18, ha ni a oa o chom un tamm pelloc'h eno 'ba an hent... diouzhtu goude, (an tioù ?) goude, eñ a oa bet abandonet, ar reoù a oa e-barzh a-raok, ma Doue ! ha goude ma zud-kaer 'dea prenet hennezh, hag a'deva dreset anezhañ kwa...
[ˈho̞skwat - ˈɻo̞skwat - ja - ... - ... aˈɻo̞skwat - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)