Temoù
Lein
-
👂 🔗 da lein 'h eo mat evañ kafe fort
[də lɛjn hɛ ma:d 'e:və 'kɑfe fɔrt]
c'est bon de boire du café fort au petit déjeuner
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha me a debr krampouezh bemdez d'am lein
[a me dɛp ’krɑ̃mpus ’bɑ̃wnde dəm lɛɲ]
et moi je mange des crêpes tous les matins à mon petit déjeuner
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'vije debret euh... 'met lein
[viʃe ’dɛ:bəd ə mɛd lɛɲ]
on ne mangeait que le petit déjeuner
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 leinañ
['lɛɲɑ̃]
prendre le petit déjeuner
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lein
lè-gn
[lɛɲ]
petit-déjeuner
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Important eo debriñ e lein ervat.
I-mportant è dibi i lègn vad.
[impoʁtãt ɛ dibi i lɛɲ vad]
C'est important de bien manger à son petit-déjeuner.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 da bet eur 'pez... 'pez ho lein neuze ?
[də 'bedəɹ pe pe o lɛɲ 'nœ:he]
à quelle heure prenez... prenez-vous votre petit déjeuner ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude e oa deut-eñ amañ, deu... deu... deus ar beure, ur sul beure e oa deut ar veterinaire aze da... lâret din hein ! « vous savez, madame a besoin de vous voir » « ah bon ? c'est urgent ? prenez votre temps quand même, prenez votre temps pour... » prendre... o tebriñ hom lein e oamp hañ ! eñ a oa deut abred hañ ! moarvat 'na... e oa o labourat, se zo kaoz, me 'h ae d'ober... da... da feriñ e-barzh, div wech ar sizhun pe evel-se
[ˈguːde wa dœt hẽ ˈɑ̃mɑ̃ - də də dəz ˈbœːʁə - ˌzyˑl ˈbœːʁə wa dœt veteʁiˌnɛʁ ˈɑhe̞ də - ˈlɑːʁət tĩ ɛ̃ ... - ... - ... ˈtiːbĩ ɔ̃m lɛɲ wɑ̃m ɑ̃ - hẽ wa dœd aˈbʁeːd ɑ̃ - maˈhɑd na wa laˈbuːʁət - ze zo ko̞ːs - me hɛ do̞ːʁ də də ˈfɛj̃ bɑʁs - ˌdiw weʒ ˈzyːn pe viˈse̞]
après lui était venu ici, le... le... le matin, il était venu là un dimanche matin pour... me dire hein ! « vous savez, madame a besoin de vous voir » « ah bon ? c'est urgent ? prenez votre temps quand même, prenez votre temps pour... » prendre... nous étions en train de prendre notre petit-déjeuner hein ! il était venu de bonne heure hein ! sans doute avait-il... travaillait-il, c'est pour ça, moi j'allais faire... repasser chez eux, deux fois par semaine à peu près
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kostez Tregrom e debront lein da greistez, lein
[ˌkɔste tɹeˈgɹɔm ˌdɛˑbɛɲ ˈlɛɲ də gɹɛjsˌteˑ - ˈlɛɲ]
du côté de Tregrom ils mangent le petit déjeuner à midi, le petit déjeuner
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 neuze 'meu... amañ 'meus randevouioù, amañ zo unan, sell ! daon ! deus... deus ar beure pa vezan gant ma lein, a-benn neuze e gomañs an telefon son... amañ 'meus unan all, sell !
[...]
alors j'a... ici j'ai des rendez-vous, ici il y en a un, regarde ! dame ! le... le matin quand je suis au petit déjeuner, pour alors le téléphone commence à sonner... ici j'en ai un autre, regarde !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)