Temoù
Kousket evel ur broc'h
-
🔗 kouch-marv oa marteze
[kuʃ mɑrw wa ma'tehe]
elle dormait à poings fermés
??? Sens
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kousket evel ur broc'h
['kuskəd wɛl brɔh]
dormir comme un blaireau
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se ne gousken ket start, bepred ne ran ket met...
[də 'huls:e gus'kɛŋkə stɑɹt 'bopə ɹɑ̃ kə mɛt]
à cette époque-là je ne dormais pas profondément, je ne fais toujours pas mais...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oan aet da gousket a-raok eizh eur, ya ! ya, renket 'ma lakat anezhe... renket 'ma klenkañ anezhe, « ha 'teus kousket ? » « daon ya 'vat ! emezon-me, 'meus ket fiñvet, emezon-me », me a oa brav din eno, tomm ha brav (T. : oh ya ! bravoc'h 'ba ar gwele evit er-maez !) oh, horrol ! met biskoazh 'neus gwelet kemend-all, neuze ma...
[...]
j'étais allée dormir avant huit heures, oui ! oui, j'avais dû les mettre... j'avais dû les mettre à l'abri [poules], « et tu as dormi ? » « mais oui ! dis-je, je n'ai pas bougé, dis-je », moi j'étais bien là [dans le lit], au chaud et bien (T. : oh oui ! c'était plus agréable dans le lit que dehors !) oh, terrible ! mais on n'a jamais vu pareille situation, alors mes...
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
🔗 kousket start
gouskeut stard
[guskət staʁd]
dormir profondément
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien