Temoù
Ar varrenn
-
👂 🔗 'ba an ti amañ 'ba Taveag aze e oa... e oa ur varrenn goad, goude 'teze prennet an nor gant ar grogenn 'ta ar varrenn goad da lakat a-drek, deus an eil kostez d'egile 'ba an toull
[ban ti: ’ɑ̃mɑ̃ ba ta’ve:əg ’ɑhe wa wa ˌvɑʁɛn’gwɑt ’gu:de tiʒe ’pʁɛnə no̞:ʁ gɑ̃n ’gɾo̞:gən ta ˌvɑʁən’gwɑd də ’lɑkə dʁek dəz nɛʎ ’ko̞ste de’gi:le ban tul]
dans la maison ici à Taveag là il y avait... avait une barre en bois, après que tu aies fermé la porte avec la serrure tu avais la barre en bois à mettre derrière, d'un côté à l'autre dans le trou
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi