Temoù
Ar fest-noz
-
👂 🔗 fest-noz a vez graet ivez
[fez'nɔ̃:z ve gwɛd ije]
il y a la fête de nuit aussi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall ne veze ket a fest-noz
[gwe'ʒɑl viʒe kə fe̞s'nɔ̃:s]
autrefois il n'y avait pas de fest-noz
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma 'vezez ket pell peogwir dec'h... an dro all e oac'h bet 'ba ur fest-noz pe... pe... la fête, Chants du marin alors, plijet e oa se da Angela ?
[ma ˈve̞s kə pɛl pəˈguːʁ deh - dʁo ˈɑl wah bed bah fe̞stˈnɔ̃ːs pe pe la fɛt - ... - ˈpliːʒə wa ze da ɑ̃ʒeˈla]
si tu n'es pas long puisque hier... l'autre fois vous aviez été à un fest-noz ou... ou la fête là, Chant du marin alors, ça avait plu à Angela ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 marteze e kano 'ba ar festoù-noz ivez
[mɛ'te:he 'gɑ̃:no bah ˌfɛsto'nɔ̃:z ie]
peut-être qu'il chantera dans les festoù-noz aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'on ket bet biskoazh e fest-noz ebet c'hoazh
[nɔ̃ kə be 'biskwaz fɛz'nɔ̃:z be hwɑs]
je n'ai pas encore été à un seul fest-noz
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 prestik e ganfet ba ar fest-noz
[’prestic ’gɑ̃nfət bar fez’nɔ̃:s]
bientôt vous chanterez au fest-noz
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e oa lakeet un deltenn 'ba porzh... 'ba porzh unan ! met eñ 'oa ket kamaradoù gant tout an dud ! hag an hini 'oa ket kam... hag e oa eñ 'ba an antre, oc'h ampich an dud d'antren, « ah, ya met... a vije lâret dezhañ, 'teus ket droed peogwir 'teus eu... otorizet lakat un deltenn aze », oh, e oa bet las ! a-hont e oa bet las ! gant ar festoù-noz
[...]
et on avait mis un chapiteau dans la cour... la cour de quelqu'un ! mais lui n'était pas copain avec tout le monde ! et celui qui n'était pas cop... et il était lui à l'entrée, empêchant les gens d'entrer, « ah, oui mais... qu'on lui disait, tu n'as pas le droit parce que tu as euh... autorisé de mettre le chapiteau là », oh, il y avait eu un charivari ! là il y avait eu un charivari ! à cause des fest-noz
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 oh, me 'meus soñj ! met abaoe zo pell zo hañ ! peogwir on 30... tremen 37 ans abaoe on amañ, o vont da vezañ 38, ha feiz, e oan du-hont e Koadaskorn c'hoazh, hag e oa bet graet festoù-noz, hag e oa... hag e oa an tri-se
[ˌfe̞stoˈnõˑs]
oh, moi je me souviens ! mais ça fait longtemps depuis hein ! puisque je suis 30... depuis plus de 37 ans ici, ça va faire 38, et ma foi, j'étais là-bas à Koadaskorn encore, et on avait fait des fest-noz, et il y avait... et il y avait ces trois-là
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)