Temoù
Ar fured
-
🔗 ... a vez gant ar chaseer 'ba e c'hased aze
[ve gɑ̃n ʃa'seər ba i 'hɑsəd 'ahe]
... qui est avec le chasseur dans sa caisse [furet]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur fured a vez da chaseal
[ə 'fy:rəd ve də ʃa'seal]
le furet sert à chasser
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e veze laket ar fured e-barzh ha neuze e deue al lapin er-maez, ha neuze e tape... e tape anezhañ, graet e jeu
[a viʒe ’lɑkə ’fy:ɾɛ bars a ’nœe dɛ ’lɑpin me̞:s a ’nœe ’dɑpɛ ’dɑpɛ neɑ̃ gwɛd i ʒœ:]
et on mettait le furet dedans, et alors le lapin sortait, et alors on attrapait... l'attrapait, et on lui faisait son affaire
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ni 'h ae da chaseal, ar Ga... an enezenn-se a vije... 'ba... 'ba... 'ba ar c'hleuz, er c'hleuz e vije... e vije toulloù. Toulloù 'ba ar vein hag e vije... konifled... konifled gouez. Hag e skoemp furejoù e-barzh, ha... pa deue ar fure... pa... pa... pa arrie ar furejoù war ar c'honifled, e deue er-maez ha « pañw ! pañw ! » e vije tennet warne ha...
[...]
Nous allions chasser, ar Ga... cette île-là c'était... dans... dans... dans le talus, dans le talus il y avait... avait des trous. Des trous dans les pierres qui étaient... des lapins... des lapins de garenne. Et nous jetions des furets dedans, et... et quand venait les fure... quand... quand... quand les furets arrivaient sur les lapins de garenne, ils sortaient et « pan ! pan ! » on tirait dessus et...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 hag e lake eñ 'ba toull al lapin
[a ’lɑkɛ ẽ̞: ba tul ə ’lɑpin]
et il le mettait dans le trou du lapin [terrier]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi