Temoù
An dud lazhet ha gloaziet
-
🔗 deus ar boched e oa bet lazhet unan bennak
[døz 'bɔʃəd wa be 'lɑhəd yn mnɑ:k]
des Boches, il y en avait eu quelques uns de tués
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kap e oac'h d'ober se da dud eveltoc'h ?
[kɑb wɑh do:r ze də tyd wɛl'tɔh]
vous étiez capables de faire ça à des gens [humains] comme vous ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e oac'h kat da lazhañ anezhe, da veuziñ anezhe
[wɑh kɑt tə 'lɑ:hɑ̃ nɛ: də 'vœi nɛ:]
vous étiez capables de les tuer, de les noyer
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en em lazhañ etrezomp
[nɔ̃n 'lɑ:hɑ̃ tre'ɔ̃m]
se tuer entre-nous [s'entretuer]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bet e oa tapet peogwir e oa bet reoù 'ba ti Brebant, e oa bet reoù o soagnal
[bed wa 'tɑpət py'gy:r wa be rew ba ti: 'bre:bən wa be rew 'swɑɲəl]
il y en avait eu de touché puisqu'il y en avait eu chez Brebant, il y en avait eu à soigner
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a oa bet lazhet ur c'hamarad din gant boched du-hont hañ
[me wa be 'lɑhə ha'mɑ:rat tĩ gɑ̃n 'boʃət 'tyən ɑ̃]
moi j'avais eu un copain de tué par des boches là-bas
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa deue da welet ma mamm-gozh peogwir ma mamm-gozh e oa lazhet he den e-pad ar brezel
[pe dɛ də wɛld mə vɑ̃m'go:s py'gy:r ma vɑ̃m'go:s wa 'lɑhəd i de:n pad 'bre:zəl]
quand il venait voir ma grand-mère parce que ma grand-mère avait eu son mari tué pendant la guerre
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa ur bern reoù lazhet, e oa ezhomm reoù all da... hag a vije kaset
[wa ə bɛʁn ʁew ’lɑ:hət wa e:m ʁew al də a viʒe ’kɑsət]
il y avait plein de tués, il y en avait besoin d'autres pour... qui étaient envoyés [au front]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur c'hamarad gant e gorn-butun o c'houll tan digantañ, hemañ o reiñ tan dezhañ ken e oa kouezhet e benn, en ur reiñ tan dezhañ, dic'hoûget-libr, gant... gant... gant un obuz kwa xxx (?) « plouf »
[ə hɑ̃’mɑ:ʁat gɑ̃n i gɔʁn’bytyn hul tɑ̃:n digɑ̃tɑ̃ ’hemɑ̃ ʁɛɲ tɑ̃:n deɑ̃ ken wa kwe:d i bɛn nɔ̃n ʁɛɲ tɑ̃:n deɑ̃ di’hu:gə lip gɑ̃n gɑ̃n gɑ̃n ’no:bys kwa ? pluf]
un copain avec sa pipe lui demandant du feu, celui-ci de lui donner du feu jusqu'à ce que sa tête tombe, en lui donnant du feu, décapité net, avec... avec... avec un obus quoi xxx (?), « plouf »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 manet e benn gantañ kwa
[’mɑ̃:nəd i bɛn gɑ̃tɑ̃ kwa]
il avait récupéré sa tête [de son camarade, décapité par une explosion d'obus]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'souzent ket kwa, int... an eil deiz e oa lazhet n'onn ket pegement, oh ! e oan o selaou an deiz all pa oa bet... l'armistice aze, 'ba eu... 'ba an deizioù kentañ e oa komañset ar brezel e oa lazhet... tri pe bevar warn-ugent mil... soudard... frañ... frañse, muioc'h evit e oa lazhet 'ba an Aljeri, e oa lazhet du-hont, en ur ober ar memes deiz
[zuˈzɛɲ cə kwa - hiɲ - ˈnɛjl de wa ˈlɑˑhət nɔ̃ ˌkə peˈgemən - o - wɑ̃n ˈʃiːlo̞w deˈɑl pe wa bet - ... ˈɑhe - bah ə bah ˈdejo ˈkentɑ̃ wa koˈmɑ̃sə ˈbɹeːzəl wa ˈlɑˑhət - ˈtɹi pe ˌbɛwaɹ waɹˌnyˑgən ˈmil - ˈzuːdaɹt - fɹɑ̃ ˈfɹɑ̃sɛ - ˈmyˑɔx wid wa ˈlɑˑhəd ba nalʒeˈɹi - wa ˈlɑˑhəd ˈdyːɔ̃n nɔ̃n ˈo̞ˑɹ ˌmɔ̃məz ˈdeː]
ils ne reculaient pas quoi, ils... le deuxième jour il y en avait eu je ne sais combien de tués, oh ! j'écoutais l'autre jour quand il y avait eu... l'armistice là, dans euh... dans les premiers jours de la guerre avaient été tués... vingt-trois ou vingt-quatre mille.... soldats... fran... français, plus que ceux qui avaient été tués en Algérie, qui avaient été tués là-bas, lors de la même journée
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi