Temoù
Un den a oad-mañ-oad
-
🔗 Daniel 'neus unan tri bloaz 'ba 'r skol
['daɲɛl nøz yn tri blɑ: bar sko:l]
Daniel en a une de trois ans à l'école [petite-fille]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 unan a ugent vloaz oa lazhet
[yn y’gɛnlɑ wa 'lɑhət]
un de vingts ans était tué
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 unan a bemzek vloaz
[yn bɛm’zɛglɑ]
une de quinze ans
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 unan oa aet da bloaz
[yn wa ɛd də blɑ:]
une était allée jusqu'à un an
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an hini vihan tri bloaz
[ni: 'vijən tri blɑ:]
la petite de trois ans
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
🔗 reoù vihan daouzek vloaz
[rew 'vijən 'dowzɛg lɑ:]
des petits de douze ans
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi