Temoù
Ar paeron
-
👂 🔗 n'eo ket me oa paeron, met peogwir ma vreudeur oa martolod, hag e oa unan dioute a oa paeron
[nɛ kə me wa 'pɛ:rɔ̃n mɛ py'gy:r mə 'vɾœ:dər wa mar'tɔ:lɔd a wa yn djɔ̃tɛ wa 'pɛ:rɔ̃n]
ce n'est pas moi qui était le parrain, puisque mes frères étaient marins, et l'un deux était parrain
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ 'h eo cheñchet, cheñchet tout an traoù hañ ! Paol ac'hanta a oa sañset Kerbeleg... secrétaire de mairie bezañ e baeron, ha pa 'na gouvezet ar person e oa ar secrétaire de mairie eu... a oa komunist, eu... bezañ paeron, 'na refuzet ar c'hure, refuzet ar c'hure anezhañ, ha goude Paol zo bet ur pennad-brav hep bezañ bet badezet, peogwir e oa droug 'ba ma dud eu... met finalamant ac'hanta, « a ! me 'h a, bepred, emezañ, me a choazo un anv bennaket », Paol e anv, se zo kaoz eo Paol e anv
[’bœmɑ̃ he̞ ’ʃœ̃ʃət - ’ʃœ̃ʃət tun’tʁɛw ɑ̃ - pol ’hɑ̃nta wa ’sɑ̃sət ke̞ʁ’be̞lɛk - ... ’be:ɑ̃ i ’bɛ:ʁɔ̃n - a pa na gu’ve:ə ’pɛʁsɔ̃n wa ... wa komy’nist - ə - ’be:ɑ̃ ’pɛ:ʁɔ̃n - na ʁø’fy:zəd ’hy:ʁe - ʁø’fy:zə ’hy:ʁe neɑ̃ - a ’gu:de po:l zo bet ˌpe̞nə’bʁɑw heb ’be:ə bed ba’de:ət - pə’gu:ʁ wa dʁuk bah mə dyt ə - mɛ fina’lɑ̃mɑ̃n ’hɑ̃nta - a me ɑ ’bopə meɑ̃ - me ’ʃwɑ:zo ’nɑ̃:no bə’nɑkə - po:l i ’hɑ̃:no - ze zo ko̞:z e̞ be po:l i ’hɑ̃:no]
maintenant c'est changé, tout a changé hein ! Pol tiens était censé avoir Kerbeleg... secrétaire de mairie comme parrain, et quand le curé avait su que c'était le secrétaire de mairie euh... qui était communiste, euh... qui allait être parrain, le curé avait refusé, le curé l'avait refusé, et après Paol a été un bon bout de temps sans avoir été baptisé, puisque mes parents étaient en colère euh... mais finalement eh bien, « ah ! moi je vais, toujours, disait-il, moi je choisirai un nom quelconque », son nom Paul, c'est pour ça que son nom est Paul
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 paeron
pèron-n
[pɛʁõn]
parrain
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 e paeron
i béron-n
[i berõn]
son parrain
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 paeron e oan d'unan anezhe
['pɛ:ɹɔ̃n wɑ̃n 'dy:nən nɛ:]
j'étais parrain de l'un d'entre-eux
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 o ! me n'onn ket, Kerbeleg 'neva... 'neva desidet se eu... e vije laket Paol, « peogwir 'mo ket droed da vezañ paeron »
[o me ’nɔ̃kə - ke̞ʁ’be̞lɛg ’neva - ’neva de’sidət se ə - ’viʃe ’lɑkə ’po:l - pə’gu:ʁ mo kə drœt tə ’ve:ɑ̃ ’pɛ:ʁɔ̃n]
oh ! moi je ne sais pas, Kerbellec avait... avait décidé ça euh... que ce serait Paul, « puisque je n'aurai pas le droit d'être parrain »
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa bet paeron da unan deus ar vugale kwa, met 'meus ket... gwelet anezhi nemet... deiz ar vadeziant
[ˈme wa ˌbe ˈpɛːꝛɔ̃n də ˈyˑn dœz vyˈgɑːle kwa - mɛ ˌmøs kət - ˌgwe̞ˑlə ˈne̞j ˌmɛt - ˌde vaˈde̞jən]
moi j'avais été parrain de l'un des enfants quoi, mais je ne l'ai... vu que... le jour du baptême
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi