Temoù
Frikañ
-
👂 🔗 tout int bet friket 'vat
[tud iɲ be 'fricə ha]
ils ont tous été écrasés [écureuils sur la route]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 brevet tout-naet
['brɛwɛt tut'nɛt]
complètement broyé [chat renversé par une voiture]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha hemañ 'na treuzet an hent ha skubet gant un oto
[a 'hemɑ̃ na 'tɾœ:zəd nɛn a 'sky:bəd gɑ̃n 'noto]
et celui-ci avait traversé la route et balayé par une voiture
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 fentus a-walc'h eu... bet un aksidant war parking... ar skol, unan anezhe 'na brevet anezhañ
['fɛntyz ə'wɑh ə bed nak'si:dɑ̃n waɹ paɹ'kiŋg sko:l yn nɛ: na 'bɾɛwəd neɑ̃]
assez curieusement euh... ayant eu un accident sur le parking... de l'école, l'un d'entre eux l'avait écrasé
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aet e oant d'ar vilin, da... da droc'hañ koad, d'ar c'houlz-se e oa trakteurien... 'oant... 'oant ket evel bremañ kwa ! 'oa ket traoù eu... deus se kwa ! 'ba an hentoù bihan lec'h e vez milinoù, 'vezont ket... 'vez ket hentoù mat ! ha 'fin, hejet me a oar penaos ! kouezhet... diwar an trakteur, 'na tremenet an trakteur warnañ, me n'onn ket penaos e oant asuret
[...]
ils étaient allés au moulin, pour... pour couper du bois, à cette époque-là il y avait des tracteurs... qui n'étaient... qui n'étaient pas comme maintenant quoi ! il n'y avait pas de choses euh... adaptées quoi ! dans les petites routes là où il y a des moulins, elles ne sont pas... il n'y a pas de bonnes routes ! et enfin, secoué je ne sais comment ! [il était] tombé... du tracteur, le tracteur lui était passé dessus, moi je ne sais comment ils étaient assurés
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 Ha feiz, eñ a oa ur materiel da dornañ... gantañ gwechall. Hag eu... feiz 'vat eu... gant e ouvrier 'h aent tout eu... materiel ha tout... 'Ba Plûned... zo gravioù, diskenn, sevel, ha bezañ a oa chadennoù... o traktiñ ar vapeur. Chadennoù na dorrent ket james. Eh ben ! Arri e oa 'ba ur c'hrav bennak, torret e oa ar chadenn, ha friket e oa an ouvrier.
[...]
Et ma foi, il avait du matériel de battage... autrefois. Et euh... ma foi euh... avec son ouvrier ils allaient avec tout euh... le matériel et tout... A Plûned... il y a des côtes, à descendre, à monter, et il y avait des chaines... qui tractait la vapeur. Des chaines qui ne cassaient jamais. Eh ben ! Il était arrivé dans une côte quelconque, la chaine avait cassé, et l'ouvrier avait été écrasé.
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 teus ket brevet kazh ebet betek bremañ, an oto zo o vont da vezañ kaset d'ar garaj ha 'to ket anezhi ken
[...]
tu n'as écrasé aucun chat jusqu'à maintenant, la voiture va être emmenée au garage et tu ne l'auras plus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michel ar Boulc'h, ganet e 1925 e Gwennrann (Bro-Naoned), o chom e Tredarzeg, marvet e 2023, tud bet ganet e ??? / Plufur.
Bet o chom e Plufur hag e Kervaria a-raok dont da Dredarzeg da 15 vloaz.Dastumer : Tangi (2021-07-15)