Temoù
Milion
-
👂 🔗 aze e vez lâret « milion » neuze
['ɑhe ve lɑ:ʁ mi'liɔ̃n 'nœhe]
là on dit « million » alors
Gant : Roje ar Falc'her, ganet e 1927 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2018, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ 'na lazhet milionoù a dud
[hẽ̞: na 'lɑ:həd mi'ʎɔ̃no dyt]
il avait tué des millions de gens
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 milionoù zo
[mi'ljɔ̃:no zo]
il y a des millions
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ma breur a oa (letision ?), eñ 'neus gonezet milionoù
[a ma vɾœ:ʁ wa leti’si:ɔ̃n hẽ̞: nøz gɔ̃’ne:ət mi’ljɔ̃:no]
et mon frère était (électricien ?), il a gagné des millions
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel egile aze zo o vont en retret ha 'neus bet... mil war... unan warn-ugent milion da gaout, met 'meus aon zo lâret da greistez 'no ket anezhe
[we̞l eˈgiːle ˈɑhe zo vɔ̃n nɹœˈtʁɛt a nøz bet - mil waɹ - yn waɹˈnyːgən miˈliˑɔ̃n də ˈgɑːd - mɛ møzˈɑˑɔ̃n zo ˈlɑːɹəd də gɹɛjsˈteː no kə ne̞]
comme l'autre là qui va partir en retraite et il a eu... mille... vingt-et-un millions à avoir, mais je crois qu'on a dit ce midi qu'il ne les aura pas
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pet milion 'neus ezhomm unan yaouank ?
[ˌped miˈliˑɔ̃n nøz ˈem ˌyˑn ˈjɔwɑ̃ŋˤ]
combien de millions [d'euros] a besoin un jeune [agriculteur] ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Maksim Kolve, ganet e 1930 e Tregrom, o chom e Bear (EHPAD), tud bet ganet e ar C'houerc'had / Plûned.Dastumer : Tangi