Temoù
'H a da vezañ
-
👂 🔗 pemp bloaz 'h a da vezañ, ya
[ˈpe̞m pla ha də ˌveˑɑ̃ - ˌjɑ]
ça va faire cinq ans, oui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Sesil ar Gall, ganet e 1924 e Langoad, o chom e Bear, marvet e 2025, tud bet ganet e Peurid / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Odette zo marv hañ ! o vont... ha... o vont da vezañ daou vloaz zo sell ! abaoe eo marv
[...]
Odette est morte hein ! ça va... et... ça va faire deux ans tiens ! depuis qu'elle est décédée :
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 honnezh zo arri a-rez da vont en retred ivez, n'emañ ket a-bell ! Herve zo koshoc'h eviti, ha Herve zo o vont da vezañ bloaz zo en retred, juillet warlene
[...]
elle est sur le point d'aller en retraite aussi, elle n'est pas loin ! Hervé est plus vieux qu'elle, et Hervé ça va faire un an qu'il est en retraite, [c'était] juillet l'an passé
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)