Temoù
Komz dionte
-
🔗 diwall da vont da gaoc'h ki !
[’diwal də vɔ̃n də gɔh’ki:]
fais attention de ne pas devenir merde de chien ! [quand un chien est agressif, ou qu'on ne se méfie pas]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 arru int abituet diouzhimp
[aj iɲ abi'tyəd 'diwim]
ils se sont habitués à nous [chiens]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 o met chas zo un dra bennaket dezhe hañ !
[o mɛ ʃa:s so ndra: bə'nɑkət tɛ ã]
oh mais les chiens c'est quelque chose pour eux !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oa ma kerez mat war tout
[hẽ̞: wa ma 'ke:ɹe̞s mɑ:d waɹ tut]
lui était si tu veux bon en tout [chien]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oa mat war dout
[hẽ̞: wa mɑ:d waɹ dut]
il était bon en tout [chien]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur wech pa arriont da gaout un takad bennaket e reont muioc'h intañsion goude koura, met a-wechoù 'dez ket lañs da gaout daou, gant an hini kentañ e vefont tapet kwa
[weʃ pe ’hɑjɛɲ də gɑ: ’ntɑkə bə’nɑkət ɹɛɲ ’my:ɔh ĩntɑ̃’si:ɔ̃n ’gu:de ’ku:ɾa mɛ ’we:ʒo de kə lɑ̃:s də gɑ:d do̞w gɑ̃n n:i ’kentɑ̃ vɔ̃ɲ ’tɑpət kwa]
une fois qu'il leur arrive de prendre un coup [heurté par une voiture], ils font plus attention après quoi, mais parfois ils n'ont pas l'occasion d'en avoir deux, ils se font tuer par le premier quoi [chiens]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha moarvat e oa kustumet da... pa oa gwelet evel-se e vije roet ur gachenn dezhañ moarvat eu... han-se en em domme deus tout, eñ a oa malin ar machin-se
[a ma’hɑd wa kys’tymət tə pe wa ’gwe̞:ləd və’se viʒe ’ɹo:ə ’gɑʃən deɑ̃ ma’hɑd ə ɑ̃’se nɔ̃n ’do̞me dəs tut hẽ̞ wa malɛ̃ maʃin ze]
et certainement qu'il était habitué à... quand on le voyait comme ça on lui donnait un gâteau sans doute euh... donc il appréciait tout le monde, il était malin ce machin-là [chien]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oa mat war tout, tout al loened fall, logod, gozed, eñ a oare dont a-benn dioute
[hẽ̞: wa mɑ:d waɹ tut tud 'lwe̞:nə fɑl 'lo̞:go̞t 'go:ət hẽ̞: 'wɑ:ɹe dɔ̃n bɛn dɔ̃tɛ]
il était bon pour tout, tous les nuisibles, souris, taupes, il savait en venir à bout [chien]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 stumm ar vizer zo warnañ ivez, 'gavez ket ? stumm ar vizer zo warnañ
[ˌstym ə ˈviːzəɹ zo ˈwaɹnɑ̃ ˈie - gaˌve̞skə - ˌstym ə ˈviːzəɹ zo ˈwaɹnɑ̃]
il a l'air misérable aussi [chien très gros], tu ne trouves pas ? il a l'air misérable !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi