Temoù
Ar feurmaj
-
🔗 ne oa ket ar plas dezhañ
[nə wa kə plɑs teɑ̃]
la ferme n'était pas à lui
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an hini a feurme e douar d'ar reoù all 'nea droed da gaout e retred, peogwir e oa ezhomm da greskiñ ar menajoù
['ni:ni 'fœrmɛ i 'duar də rew ɑl nea dwɛt tə gɑ:d i rə'trɛt py'gy:r wa e:m də 'greski me'nɑ:ʒo]
celui qui louait sa terre aux autres avait le droit de prendre sa retraite parce qu'il y avait besoin d'agrandir les fermes
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, ur goman... ur gomanant, ur gomanant, en galleg... ur gomanant met... Konvenant... Konvenant Gwenn a vije lâret ivez
[ja - go̞ˈmɑ̃ go̞ˈmɑ̃ːnɑ̃n - go̞ˈmɑ̃ːnən - ɛn ˈgɑləg - go̞ˈmɑ̃ːnən mɛt - kɔ̃vønɑ̃ kɔ̃vønɑ̃ ˈgwe̞n viʒe ˌlɑˑɹəd ˌiˑe]
oui, un conve... un convenant, un convenant, en français... un convenant mais... Konvenant... Konvenant Gwenn qu'on disait aussi
Bear-Bodlezan
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ul loketer, eñ a oa un den ma karit 'na... 'na mann ebet nemet e di kwa, devezhiata moarvat, esa gonit e damm buhez
[ə lo’ketəɹ hẽ̞ wa nde:n me ’ke:ɹed na na mɑ̃n’be mɛ i di: kwa dewe’ʒɑta ma’hɑt ’hɛsa ’gɔ̃:nid i dɑ̃m ’by:e]
un locataire, c'est un homme si tu veux qui n'a... n'a rien du tout sauf sa maison quoi, travailler à la journée quoi, essayer de gagner sa vie
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag a-wechoù e vez kaozeet deus ar respet eu... an amzer eu... ma chom ur menajer 'ba... 'ba ar menaj, daou respet 'na graet 'ba ar menaj, 'na graet daou... daou... deux fois neuf quoi ma karit
[a ’we:ʒo ve ko’ze:əd dəz ə ’ʁespəd ə ’nɑ̃mzəʁ ə ʃo̞m me’nɑ:ʒəʁ bah bah ’me:neʃ do̞w ’ʁespət na gwɛd bah ’me:neʃ na gwɛd ə do̞w do̞w dø fwa nœf kwa ma ’ke:ʁet]
et parfois on parle de bail euh... le temps euh... que reste un fermier dans... dans la ferme, il avait fait deux baux dans la ferme, il avait fait deux.... deux... deux fois neuf quoi si vous voulez
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall, eu... goût a ouzout ? al lokete... al loketourien 'ba ar menajoù, a oant un tamm evel eu... petra a lârfen-me dit ? evel un evn war ar barrenn, eu... kalz a cheñchent... eu... komanant, bep nav bloaz, 'oa ket... 'oa ket abominapl o jeu hañ !
[...]
autrefois, euh... tu sais ? les locat... les locataires dans les fermes, ils étaient un peu comme euh... comme te dirais-je ? comme un oiseau sur une barre, euh... beaucoup changeaient... euh... de ferme, tous les neuf ans, ce n'était... leur situation n'était pas enviable hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)