Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
neuze
Stummioù :
alors
-
👂 🔗 Laezh n'eus ket e-barzh neuze ?
Lês neus ke barz neuhé ?
Il n'y a pas de lait dedans alors ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya neuze e c'hallez degas un dra bennaket din da lakat anezhañ warnañ. Abalamour dit da gas da blad ganit d'ar gêr.
Ya neuhé c’hallès diès ’n dra bennaket tin da lakat néañ warnañ. Bañw tit te gas de blat kenit te gêr.
Oui alors tu peux m'apporter quelque chose pour mettre dessus. Pour que tu puisses ramener ton plat chez toi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Hennezh zo gateau aux poires neuze, libr ha distag.
Heñs so gâteau aux poires neuhé, lip a distak.
Ça c'est un gâteau aux poires alors, bien évidemment.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Neuze 'meus soñj 'ma graet betek triwec'h vloaz abalamour dezhi da douchañ ar familiales.
Neuzé meus choñch ma gwèt béték triwèh la bañw tèi de douchañ familiales.
Alors je me souviens que je l'avais fait jusqu'à dix-huit ans pour qu'elle puisse toucher les aides familiales.
Il s'agit de cours à domicile.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met me a vije ret din, peogwir Papa ne gleve ket, e vije ret din a-wezhioù huchal, met Hoo ! Hoo ! Neuze e lavaren Hoo ! d'ar gazeg.
Mè mé vijé rêt tin, pegur Papa glêwê ket, vijé rêt tin (a)wêjo huchel, mè oo ! Oo ! Neuhé lârèn oo ! de gazek.
Mais il fallait que je... Puisque Papa n'entendait pas, il fallait que je crie parfois. Hoo ! Hoo ! Alors je disais hoo ! À la jument.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze ar gazeg a-wezhioù 'h arete, petra a c'hoari da homañ, a-wezhioù e vije lavaret, homañ a aret.
A neuhé gazek (a)wêjo 'h arété, pra hoai de homañ, (a)wêjo vijé lâret, homañ arèt.
Et alors parfois la jument s'arrêtait. Il disait : « Qu'est-ce qu'il lui arrive à celle-ci ? Elle s'arrête. »
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha goude neuze e vije graet ur bern anezhe e-barzh ar porzh.
A goudé neué vijé gwèt bèrn nè bah pors.
Et ensuite on en faisait un tas dans la cour.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Ac'hanta neuze !
[hɑ̃nta ˈnœze]
Eh ben !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Neuze e deski neuze e deski.
[ˈnœe ˈdiski ˈnœe ˈdiski]
Alors tu apprendras, alors tu apprendras.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ya bremañ un toullad bloavezhioù a zo (?) kemer d'ober... kolza (T. : ya) d'ober greun neuze quoi (T. : d'ober greun) da werzhañ goude quoi.
[ja bɔ̃m ˈtula blaˈweʒo zo stənɔ̃ ˈkomɛʁ doːʁ ˈkolza wid oː doːʁ gʁœː ˈnœe kwa də ˈwɛʁzɑ̃ ˈgude kwa]
Oui maintenant ça fait pas mal d'années (?) colza pour faire du grain que l'on vend ensuite.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Lakat anezhi etre o-daou neuze.
[ˈlakə nɛj tʁe o dow ˈnœhe]
Partage la entre eux-deux alors.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Neuze a vo gwaz.
[nœː vo gwɑs]
Comme ça il sera fort, costaud.
[s’il mange bien]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Muioc'h fur eo da c'hoar bihan evitout neuze ? (T: Sur !) Te a zo ur marmouz bihan neuze !
[myːh vyʁ e̞ te hwɑːʁ ˈbiən witut ˈnœe te zo ˈmɑːʁmus ˈbiən ˈnœe]
Alors ta sœur est plus sage que toi ? (T : Certainement ! ) Alors tu es un petit garnement, un petit fripon, une petite canaille !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Bremañ te a gas anezhi da Trezelan neuze.
[ˈbɔmɑ̃ te gɑːs nɛj tʁeˈzelən nœː]
Tu l'amènes à Trezelan maintenant alors.
Bear
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ha da... da gentañ a lâre... a 'na komzet deus kant ugent pe kant tregont neuze (T : Ya ya.) abaoe eo bet fortoc'h, fortoc'h eo bet (T : Ah ya.) met c'hwezhañ a rae da vat dec'h da noz amañ hou ! XXX(?) hent (?), evel des rafales aze.
[a da də ˈgɛntɑ̃ ˈlɑːʁɛ na kɔ̃m døs kɑ̃n ˈygən pe kɑ̃n ˈtʁegɔ̃n nœː bwe e̞ be ˈfoʁtɔh ˈfoʁtɔh ɛ bet mɛ hwe ʁɛ də vat deχ tə nɔ̃ːz ˈɑ̃mɑ̃ (?) wɛl ʁafal ˈɑe]
Le premier jour ils ont dit...il a parlé de 120 ou 130 depuis ça a été plus fort, ça soufflait pour de bon ici hier soir (?) comme des rafales là.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ya ma ec'h an abred da gousket neuze ne gouskfen...ne gouskin ket mat.
[ja ma hɑ̃ aˈbʁeː də ˈguskət nœː ˈgusfɑ̃m gusˈki kə mɑːd]
Oui si je vais tôt me coucher alors je ne dormirais...je ne dormirai pas bien.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Da vamm marteze ne oa ket o chom 'ba Bear a-benn neuze c'hoazh (?).
[te vɑ̃m mateː ˈwa kə ʃom ba beːʁ bɛn ˈnœe wɑh]
Ta mère n'habitait pas Bear à ce moment là (?).
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 N'eo ket fur nemet pa vez o kousket neuze ?
[ˈne kə vyʁ mɛ pe ve ˈkuskət nœː]
Il n'est sage que lorsqu'il dort alors ?
[humoristique]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Neuze e vez lorc'h en ennañ ya.
[nœː ve loʁh ˈnenɑ̃ ja]
Alors il est content oui.
[ironique]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Just ya. (Vez klevet diouzhtu an aksant.) Gant an aksant e vez gouvezet ya. (Ya, ya dre se oarez.) Ha me a gaoze brezhoneg dionte neuze, neuze e vez lorc'h en enne, sur ya, ne chomont ket pell !
[ʒys ja - gɑ̃n ˈnaksɑ̃n ve guˈveət ja - a me ˈgoze bʁeˈzɔ̃nək ˈdɔ̃tɛ a ˈnœe ˈnœe ve loʁh ˈnenɛ zyʁ ja ʃoˈmɛɲ cə pɛl]
Oui exactement. (On entend tout de suite l'accent.) Avec l'accent on sait [tout de suite] oui. (Oui, oui tu sais comme ça.) Et moi je leur parles en breton alors ils sont contents, oui certainement, ils ne restent pas longtemps ! [démarchage téléphonique]
[bezañ lorc'h en ennañ [ˈbeɑ̃ loʁs ˈnenɑ̃] signifie « être content » d'après le locuteur; et non pas « être fier » ]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ya lorc'h en enne ya. (T : hañ ?) Neuze a vez lorc'h en enne... Moarvat ne vez ket lorc'h en enne met se... (T : Moarvat ne vez ket lorc'h en enne ?) Nann ne vez ket lorc'h en enne moarvat !
[ja loʁs e̞ ˈnenɛ - ˈnœe ve loʁs ˈnenɛ – maˈhat ˈve kə loʁh ˈnenɛ mɛt ze - nɑ̃n ˈve kə loʁh ˈnenɛ maˈhat]
Oui alors [ils sont] contents oui. (T : hein ?) Alors ils sont contents. Ils ne sont pas contents probablement mais... (T : Ils ne sont sans doute pas contents ?) Oui ils ne sont probablement pas contents ! [les télévendeurs, lorsque l'on s'adresse à eux en breton]
[ironique, au sujet des télévendeurs, lorsque l'on s'adresse à eux en breton] [bezañ lorc'h en ennañ [ˈbeɑ̃ loʁs ˈnenɑ̃] signifie « être content » d'après le locuteur; et non pas « être fier » ]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 (Kerzhel mat e ra se hañ !) Neuze n'insistont ket !
[nœː nɛ̃sisˈtɛ̃n cət]
(Ça fonctionne bien !) Alors ils n'insistent pas !
[les télévendeurs, quand on leur parle en breton]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Se a oa bloaz a oamp antreet amañ neuze, antreet amañ e 55.
[ze wa blɑː wɑ̃m ˈɑ̃tʁɛd ˈɑ̃mɑ̃ ˈnœe ˈɑ̃tʁɛd ˈɑ̃mɑ̃ sɛ̃kɑ̃tsɛ̃k]
Ça c'est l'année ou nous sommes arrivé ici alors, [nous sommes] arrivé ici en 55.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ah bon neuze oarez.
[a bɔ̃ nœː ˈwaʁes]
Ah bon alors tu sais.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 neuze
['nœ:ze]
alors
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Ah neuze eo mat !
[a ˈnœe e̞ mɑːd]
Ah alors c'est bon !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien