Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

evn

Gwelet an tem An evned

Stummioù :

oiseau

  • 👂 🔗 hennezh zo langaj un evn bennak

    [hẽ̞: so 'lɑ̃ŋgaʒ ne̞wn bə'nɑ:k]

    celui-là c'est la langue d'un oiseau quelconque

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 betek 'ba toull dor an ti e vez neizhioù evned koura

    ['betɛ ba tul no:r ti ve 'e:ʒo 'ẽwnət kura]

    jusque dans l'entrée de la maison il y a des nids quoi

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bremañ-souden 'h a da glevet an evn o kanañ amañ

    [bə’zɔ̃m hɑ də 'glɛwəd 'ne̞wən 'kɑ̃:nɑ̃ 'ɑ̃mɑ̃]

    tout-à-l'heure il va entendre l'oiseau chanter ici

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eus ket kement evned ken ivez, koazhañ a reont

    [nøs kə 'kemən 'ewnə ken 'ije 'kwɑhɑ̃ rɛɲ ɑ̃]

    il n'y a plus autant d'oiseaux aussi, ils diminuent

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha gouzout a oarez, pa vez arri tost d'an noz aze, e vez un evn hag a gan un tamm bihan, heu nebeut a dra avat, ne 'meus ket soñj peseurt evn eo memes na mann ebet

    [a 'guːd ə 'waːʁɛs – pe ve aj 'tɔs tən 'nõːz ahe ve ən 'ẽwən a 'gãːn tãm'biən – ø 'nœːbəd 'dʁaː hat – møs kə 'sõːʒ pəsø 'ẽvən e̞ meməs na 'mãnbet]

    Et tu sais, quand la nuit approche, il y a un oiseau qui chante un peu, pas grand-chose, je ne me rappelle même plus de quel oiseau il s'agit ni rien.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal