Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

bouj

Stummioù :

bouger

  • 🔗 ne vezont ket gwelet o vouj kalz, tamm a reont

    [vɛɲ cə 'gwɛ:lə vu:ʒ kɑls tɑ̃m ə rɛɲ]

    on ne les voit pas bouger beaucoup, ils font un peu

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pa 'h eo deut yen aze, 'deus ket boujet

    [pe hɛ død ji:n 'ɑhe døs kə 'bu:ʒəd]

    quand c'est devenu froid là, elles n'ont pas bougé [jonquilles]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne voujin ket ac'hann

    ['vu:ʒĩŋ kə hɑ̃n]

    je ne partirai pas d'ici

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi