Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

spontus

Stummioù :

terrible

  • 👂 🔗 spontus eo hañ kwida !

    ['spɔ̃tys ɛ ɑ̃ kwida]

    c'est terrible hein quoi !

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi

incroyable

  • 👂 🔗 evit ar bloaz e welan zo bet fleur an hañv part... spontus, 'ma ket gwelet kement-all pell zo e bord ar c'hleuzioù

    [wid blɑ: 'wɛ:lɑ̃ zo be flœr'nɑ̃: part 'spɔ̃ntyz ma kə 'gwɛ:lə kemɛn'dal pɛl zo bɔrd 'hlœ̃jo ɑ̃]

    cette année je vois qu'il y a eu des primevères part... incroyable, je n'avais pas vu autant depuis longtemps au bord des talus

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Spontus e oa kreñv.

    Spontus wa kré.

    [spõtys wa kʁe]

    C'était très fort. [le bruit]

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

très

  • 🔗 Spontus eo rust !

    [ˈspɔ̃tys ɛ ʁyːs]

    Il est vraiment très rude, très raide !

    [un ralentisseur] 

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ker an traoù spontus !

    [keːʁ tʁɛw ˈspɔ̃tys]

    Des choses très chères, hors de prix !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Eñ a zo spontus-pinvidik.

    [hẽː zo ˈspɔ̃tys ˈpinvic]

    Il est très riche.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 ker-spontus

    [ke̞ːʁ ˈspɔ̃tys]

    très cher

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 Honnezh a oa jentil. Spontus. Feiz, spontus e oa jentil honnezh.

    [hõ wa 'ʒɛntil – 'spõntus – fe 'spõntus wa 'ʒɛntil hõs]

    Elle était gentille. Vraiment beaucoup. Elle était vraiment très gentille.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal