Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

klemm

Gwelet an tem Ar c'hlemm

Stummioù :

plaindre (se –)

  • 👂 🔗 oh met, me ne glemman ket war an tommder

    [o mɛ me 'glɛmɑ̃ kə war 'tɔmdər]

    oh mais, moi je ne me plains pas de la chaleur

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha ne gleves ket anezhi o klemm

    [a 'glɛwɛs kə nɛj klɛm]

    et tu ne l'entendais pas se plaindre

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hini ebet anezhe a glemme

    ['hi:ni be nɛ: 'glɛmɛ]

    aucun d'entre eux ne se plaignait

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'meus ket ezhomm d'en em glemm da honnezh hañ

    [møs ke:m də nɔ̃n glɛm də hɔ̃:z ɑ̃]

    il ne faut pas que je me plaigne auprès d'elle

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'Meump ket da glemm.

    Meum keu de glèm.

    [møm kø də glɛm]

    On n'a pas à se plaindre.

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

  • 🔗 N'en em glemme Ket.

    Non-n klèmè keut.

    [nõn klɛmɛ køt]

    Elle ne se plaignait pas.

    Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 'meus ket re da glemm, n'in ket da lâret...

    [møs kə ɹe də glɛm niŋ kə tə 'lɑ:ɹət]

    je n'ai pas trop à me plaindre, je n'irai pas dire...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

plainte

  • 👂 🔗 boñ eu... an avokad... 'na graet eu... « ur preuleg », emezañ, e oa bet n'onn ket pegeit oc'h ober e breuleg, ma dad a oa oblijet da chom eno ken 'na fin egile d'ober e... hag-eñ 'na mann ebet da lâret met añfin ! 'na ket graet 'met ampich daou d'en em gannañ, met bepred... unan 'na bet pred kwa, fidedoue ! hag eñ 'na... 'na douget klemm, enep d'egile kwa, ha goude e oa jañdarmed, tout an traoù, ha ma dad a oa... tapet 'ba ar jeu, goude 'oa mann ebet... ampich anezhe d'ober

    [bɔ̃ ə naˈvokat - na gwɛd ə - ə ˈpɹœːlək ˈmeˑɑ̃ - wa be ˌnɔ̃ kə peˈgɛjd ho̞ˑɹ i ˈbɹœːlək - mə ˈdɑːd wa oˈbliːʒəd ʃo̞m ˈeːno ken na ˈfiːn eˈgiːle ˌdo̞ˑɹ i - aˈgẽ na ˈmɑ̃n bet tə ˈlɑːɹ mɛ hɑ̃ˈfin - na kə gwɛ mɛ ˈhɑ̃mpiʃ do̞w də nɔ̃n ˈgɑ̃nɑ̃ - mɛ ˈbopət - yn na be ˈpɹet kwa fidəˈduːe a hẽ na - na ˈduːgə ˈklɛm - ˈeːnəp teˈgiːle kwa - a ˈguːde wa ʒɑ̃ˈdɑɹmət tun ˈtɾɛw - a mə ˈdɑːd wa - ˈtɑpəd bah ˈʒœː - ˈguːde wa ˈmɑ̃nbet - ˈhɑ̃mpiʒ ne̞ ˌdo̞ˑɹ]

    bon euh... l'avocat... il avait fait euh... « une plaidoirie », disait-il, il avait été je ne sais combien de temps à faire sa plaidoirie, mon père était obligé& de rester là jusqu'à ce que l'autre est fini sa... alors qu'il n'avait rien à dire mais enfin ! il n'avait fait qu'empêcher deux de se battre, mais toujours est-il... un avait reçu une raclée quoi, bon sang ! et il avait... avait porté plainte, contre l'autre quoi, et après il y avait eu les gendarmes, tout, et mon père avait été... pris dans l'affaire, alors qu'il n'y avait rien... les empêcher de faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi