Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
moan
Gwelet an tem Bezañ treut
Stummioù :
étroit
-
🔗 moan eo an hent
[mwãn ɛ nɛn]
le chemin est étroit
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Hag aze e oa parkoù tro-ha-zro d'an ti partout eno, met aze e oa un tamm park bihan moan aze
[ag 'ahe wa 'paʁko tʁoa'zoː dən 'tiː paʁtut 'eno mɛd 'ahe wa ən tãm paʁk ˌbiən 'mwãn 'ahe]
Et là il y avait des champs partout tout autour de la maison, mais là il y avait un petit champ étroit.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
fin
-
🔗 hir ha moan
[hi:r a mwɑ̃:n]
longue et fine [fouine]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 unan beg moan
[yn beg mwɑ̃:n]
un au museau fin [musaraigne]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Bije. Graet e vije... Laket e vije... spilhoù a vije lavaret dionte. Met ne vije ket spilhoù bepred kar ur spilhenn a vije moan e veg quoi, met...
[’biʒe – ’gwɛt viʒe – ’lake viʒe – ’spiʎo viʒe ’lɑːt ’tõnte – mɛ viʒe kə ’spiʎo bɔpət ka ’spiʎən viʒe ’mwãːn i ’vek kwa mɛt]
Si. On faisait... On mettait... Des épingles qu'on disait. Mais ce n'était pas tout à fait des épingles, parce que la tête d'une épingle est fine, mais...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
mince
-
🔗 ur gontell moanoc'h
['gɔ̃ntəl 'mwɑ̃:nɔh]
un couteau plus fin
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 C'hoazh e welez ur varrenn [?], ur varrenn ledanoc'h war he fenn. Ha honnezh 'neus unan vihan vihan voanoc'h, sell. Gwenn.
['hwa 'we̞ːlɛ 'vaʁən – 'vaʁən le'dãnɔh waʁ i 'vɛn – a hõ nøz 'yːn 'viən 'viən 'vwãnɔχ sɛl 'gwɛn]
Et encore tu vois une barre [?], une barre plus large sur sa tête. Et elle en a une toute petite et plus fine, regarde. Blanche.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal