Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
kustum
Stummioù :
habitude
-
🔗 kustum 'meump d'evañ kafe adtommaet
['kystym mœm 'de:vɑ̃ 'kɑ:fe ha't:omət]
nous avons l'habitude de boire du café réchauffé
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh zo kustum bezañ skoet kuit
[hẽ:s so 'kystym 'beɑ̃ 'skoə kwit]
celui-là a l'habitude d'être jeté, balancé [chat]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me 'meus bet kustum da glevet hennezh
[me møs bet 'kystym də 'glɛwə hẽ:s]
j'ai eu l'habitude de l'entendre [pleurer]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se a oa ar c'hustum kwa d'ar c'houlz-se, ar c'hustum
[ze wa ə ’hystym kwa də ’huls:e ə ’hystym]
ça c'était l'habitude à l'époque, l'habitude
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
habitué
-
👂 🔗 hennezh zo kustum deus traoù evel-se
[hẽ̞:s so ’kystym dəs tɾɛw vi’se]
celui-là est habitué à ça
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar re-se a oa kustum an eil deus egile
['reze wa 'kystym nɛʎ dəz e'gi:le]
ceux-là étaient habitués l'un à l'autre
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an aneval 'nije... kustum dioutañ, a diwalle deus e brobrieter
[nɑ̃'ne:vəl niʒe 'kystym dɔ̃ntɑ̃ di'wɑlɛ dəz i ˌproprie'tər]
le cheval qui avait... habitué à lui faisait attention à son propriétaire
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oamp ket kustum deus « Edern »
[wãm kə 'kystym døz 'edɛrn]
nous n'étions pas habitué à « Edern »
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru eo kustum bremañ
[aj ɛ 'kystym 'bremɑ̃]
il est habitué maintenant
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
👂 🔗 te zo kustum deus se moarvat ?
[te zo 'kystym døs se ma'hɑt]
tu es habitué à ça sans doute ?
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni zo kustum, met a-hent-all ne oaromp ket pe e reomp mat pe betra...
[nim zo 'kystym mɛ 'hɛndal 'warãm kə pe rãm ma:d pe bra]
nous sommes habitués, met autrement nous ne savons pas si nous faisons bien ou quoi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha hemañ ne oa ket gwall gustum c'hoazh
[a 'hemɑ̃ wa kə gwɛl 'gystym hwɑs]
et celui-ci n'était pas encore très habitué
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur wech kustum kwa
[ə weʃ 'kystym kwa]
une fois habitué quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi