Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

gouzout (hep – da)

rendre compte (sans se –)

  • 👂 🔗 Ur bannac'h all ha ur bannac'h all ha ur bannac'h all, met ur bannac'h all pa vezer partiet evel se koura, fidedoulle avat, ha e vez graet... 'h eve hep gouzout dezhañ.

    Bañh all a bañh all a bañh all, mè bannah all pé vèr partiet vesé koura, fidedoullé hat, a vé gwèt... évé èp koût téañ.

    Un verre et un verre et un verre, mais un autre verre quand on est parti comme ça... Il buvait sans s'en rendre compte.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Me a dremene hep... tout pardon Trezelan karje hep gouzout din, me ac'h ae da sikour Marraine, Marraine a oa o terc'hen ostaleri te. E-barzh ar bourk.

    [me dʁe'meːne 'hep – tut ˌpɑːn tʁe'zeːlən kaʁʒe hep kut 'tĩː – me 'he də 'ʒicuʁ maʁɛːn – maʁɛːn wa 'tɛʁhɛn osta'leːʁi te – bah 'buʁk]

    Le pardon de Trézélan passait presque sans que je m'en rende compte. J'allais aider Marraine. Marraine tenait un bar, pardi, au bourg.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Pa vezer okupet, an amzer a dremen hep goût dit.

    Pé vé okupeut nan-mzeur trémèn hép outit.

    [pe ve okypət nãmzəʁ tʁemɛn hep utit]

    Quand on est occupé le temps passe sans que l'on sache.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 n'eo ket kat da leskel anezhi hec'h-unan (T. : kat e vefe d'ober garzajoù) ya, hep goût dezhi kwa

    [ne̞ kɑ ’lɛskə nɛj i’hy:n ja heb gu:d dɛj kwa]

    il ne peut pas la laisser toute seule (T. : elle pourrait faire des bêtises) oui, à son insu quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

savoir (sans le –)

  • 👂 🔗 e-mesk tout ar pezh a vez lâret 'h arruent da lâret ur ger gwir bennak met hep goût dezhe

    [mesk ə tut pe:z ve lɑ:rt 'hɑjɛɲ də lɑ:rd ə gi:r gwi:r bə'nɑ:k mɛ hep ku:t tɛ:]

    parmi tout ce qu'ils disaient ils arrivaient à dire un mot ou deux de vrai mais sans faire exprès

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hep goût din

    [hep kut tĩ]

    [je l'ai grondé] à mon insu [c'était plus fort que moi]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hep goût dezhe

    [hep kut tɛ:]

    sans faire exprès

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ni 'neus desket se hep goût dimp

    [nim nøz 'diskə ze hep kut tim]

    nous avons appris ça sans le savoir

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag euh... hep goût d'ar vuoc'h ni a goache, hop ! e veze skoet ar machin warni

    [ag ə hep kut tə vyh nim 'gwɑʃe ɔp viʒe 'sko̞:ə ma'ʃin warni]

    et euh... sans que la vache ne le sache, on cachait [le veau], hop ! on lui posait le truc [trayeuse]

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hep goût dezhañ

    [heb gu:d 'deɑ̃]

    indépendamment de sa volonté [sans qu'il sache pourquoi]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hep goût

    [hep ku:t]

    sans savoir (ils parlaient breton inconsciemment)

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 moc'h a veze graet moaien da, da lazhañ unan bennaket hep goût ivez

    [moh 'viʒe gɛd 'mojən də da 'lahã yn bə'nakət hep gu:d ’ije]

    des cochons on pouvait en tuer un de temps en temps sans que ça se sache aussi

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hep goût din, hep goût din

    [hep kut'tĩ - hep kut'tĩ]

    à mon insu, à mon insu

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hep goût dezhi

    ['hepkut'tɛj]

    sans qu'elle s'en rende compte

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hep goût dezhañ, hep goût dezhi, hep goût dezhañ, hep goût dezhi

    [hep kut'teɑ̃ - hep kut'tɛj - hep kut'teɑ̃ - hep kut'tɛj]

    à son insu à lui, à son insu à elle, à son insu à lui, à son insu à elle

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Pa 'dije c'hoant ar plac'h da vont da marc'had Lannuon, evit kaout ur gwenneg bennak da dispign e tape div pe deir yar da werzhañ hep goût d'e den. Hag evel-se e skoe un toullad pluñv 'ba al lanneg hag e lâre dezhañ e oant aet gant al louarn. Hennezh a grede tout. Ha homañ a oa fin !

    Pa dijé c'hwan-n plac'h de von-n Mahad Lanuon-n wit gad gwénèk menag de dispign dap é diou pé dèr yar de wèrzan hép poud i dén a vis è skoé touleu plu bar lan-neuk a laré déan wagn èt gan-n louarn é-n grédé tout

    [pa diʒe xwãn plax də võn mahad lanyõn] [wit gad gwenɛk mønag də dispiɲ] [dap e diw pe dɛʁ jaʁ də wɛʁzã] [hep pud i den] [a vis ɛ skoe tulə ply baʁ lãnək] [a laʁe deã waɲ ɛt gãn luaʁn] [en gʁede tut] [a omã wa fin]

    Quand elle voulait aller au marché de Lannion, pour avoir quelque sous à dépenser, elle prenait deux ou trois poules pour les vendre sans que son mari sache. et comme ça elle lançait des plumes dans la lande et elle disait qu'elles avaient été emportées par le renard lui il croyait tout et elle était maline !

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien