Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
rekouret
Stummioù :
aidé
-
🔗 rekouret on 'teus kaset bufed se ganit
[re'ku:rəd ɔ̃ tøs 'kɑsəd 'byfəd ze gə'nit]
je suis aidée que tu aies emporté ce buffet-là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 rekouret omp gantañ kar bremañ ne vez ket... ne gavan ket mat pa ne vez ket patatez
[ʁe'ku:ʁəd ɔ̃m gɑ̃tɑ̃ kaʁ 'bomɑ̃ ve kə ga'vɑ̃ kə mɑ:t pe ve kə pa'tɑtəs]
on en profite bien car maintenant il n'y a... je n'aime pas quand il n'y a pas de patates
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 evel-se ne vezer ket rekouret
[və’se vɛ:r kə re'ku:rət]
comme ça on n'est pas favorisé
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
🔗 rekouret on hep telefon
[ri'ku:rəd ɔ̃ hep te'lefɔn]
je suis recouru [plus à l'aise] sans téléphone
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'meus ket bet arriet mann ebet ganin, han-se on bet rekouret hañ
[møs kə bed ’ɑjəd mɑ̃n be kə’nĩ ɑ̃’se ɔ̃ be re’ku:rəd ɑ̃]
il ne m'est jamais rien arrivé, j'ai donc été favorisé hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur memor mat 'meus hag evel-se on bet rekouret kwa
['memɔʁ mɑ:d møs a və'se hɔ̃ be ʁe'ku:ɾət kwa]
j'ai une bonne mémoire et comme ça j'ai été avantagé
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi