Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

aidé

rekouret

  • 🔗 rekouret on 'teus kaset bufed se ganit

    [re'ku:rəd ɔ̃ tøs 'kɑsəd 'byfəd ze gə'nit]

    je suis aidée que tu aies emporté ce buffet-là

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 rekouret omp gantañ kar bremañ ne vez ket... ne gavan ket mat pa ne vez ket patatez

    [ʁe'ku:ʁəd ɔ̃m gɑ̃tɑ̃ kaʁ 'bomɑ̃ ve kə ga'vɑ̃ kə mɑ:t pe ve kə pa'tɑtəs]

    on en profite bien car maintenant il n'y a... je n'aime pas quand il n'y a pas de patates

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 evel-se ne vezer ket rekouret

    [və’se vɛ:r kə re'ku:rət]

    comme ça on n'est pas favorisé

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 rekouret on hep telefon

    [ri'ku:rəd ɔ̃ hep te'lefɔn]

    je suis recouru [plus à l'aise] sans téléphone

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket bet arriet mann ebet ganin, han-se on bet rekouret hañ

    [møs kə bed ’ɑjəd mɑ̃n be kə’nĩ ɑ̃’se ɔ̃ be re’ku:rəd ɑ̃]

    il ne m'est jamais rien arrivé, j'ai donc été favorisé hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ur memor mat 'meus hag evel-se on bet rekouret kwa

    ['memɔʁ mɑ:d møs a və'se hɔ̃ be ʁe'ku:ɾət kwa]

    j'ai une bonne mémoire et comme ça j'ai été avantagé

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi