Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

giz

Gwelet an tem Ar c'hiz

Stummioù :

habitude

  • 👂 🔗 se zo evel mont war-lerc'h ar yer, an hini... an hini 'na ta... 'na tapet ar c'hiz da vont hañ, paotr kaezh, e vez diaes da ampich anezhañ

    [ze zo wɛl mɔ̃n waʁ’lɛʁh ji:ʁ ’ni:ni ’ni:ni na tɑ na ’tɑpə hi:s tə vɔ̃n ɑ̃ po̞t’kɛ:z ve ’diɛz ’hɑ̃mpiʃ neɑ̃]

    c'est comme aller après les poules, celui... celui qui a pr... qui a pris l'habitude d'aller hein, mon vieux, c'est difficile de l'empêcher

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oa ket ar c'hiz dezhañ da lâret

    [wa kə hĩ:s 'teɑ̃ də 'lɑ:rət]

    il [le médecin] n'était pas la mode [l'habitude] pour lui de le dire [le sexe du bébé]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pep bro 'neus he c'hiz da gaozeal

    [po̞b bʁo̞: nœz i hi:z də go̞’ze:əl]

    chaque pays a sa façon de parler

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kemeret ar c'hiz da...

    [ko'me:ʁət hi:s tə]

    prendre l'habitude de...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar c'hiz a oa da vont

    [hi:z wa də vɔ̃n]

    l'habitude était d'aller [à Bréhat]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me n'onn ket, serten traoù zo met 'meus ket cheñchet giz, han-se n'on... 'gavin ket diaes

    [... ˌʃɛ̃ʃəd ˈgiˑs - ...]

    moi je ne sais pas, il y a certaines choses [qui ont évolué] mais je n'ai pas changé d'habitude, par conséquent je ne... je ne trouverai pas dur [en cas de retour en arrière]

    Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
    Gant : Janed ar Bever, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Trezeni / Kaouenneg.

    Dastumer : Tangi

mode

  • 👂 🔗 n'eo ket deus ar c'hiz ken, aet eo er-maez

    [nɛ kə dəz hi:s ken ɛd ɛ me̞:s]

    ce n'est plus à la mode, c'est terminé [litt. sorti]

    Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 peogwir ec'h eo... ec'h eo... ec'h eo ar c'hiz

    [py'gy:r hɛ hɛ hɛ hi:s]

    puisque c'est... c'est... c'est la mode

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar re-se ne oant ket traoù deus ar c'hiz dre amañ

    ['ree wɑ̃ɲ kə trɛw dəz hi:z dre 'ɑ̃mɑ̃]

    ceux-là [échasses] n'étaient pas des choses à la mode par ici

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met añfin, petra a ri ? peogwir emañ ar c'hiz... ar c'hiz evel-se, met n'eo ket ur c'hiz mat

    [mɛfin pʁɑ ʁi py'gy:ʁ mɑ̃ hi:s hi:z və'se mɛ nɛ kə hi:z mɑ:d ɑ̃]

    mais enfin, que veux-tu ? puisque c'est la mode... la mode est comme ça, mais ce n'est pas une mode recommandable [prise de drogues]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha goude eo deut ar c'hiz da deskiñ brezhoneg dezhe

    [a 'gu:de he̞ dœd hi:s tə 'diskĩ bɾe̞'zɔ̃:nək tɛ:]

    et après est venue la mode de leur apprendre le breton

    Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pep bro 'neus he giz un tamm

    [pob bɹo: nœz i gi:s tɑ̃m]

    chaque pays a ses coutumes un peu

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bezañ a vez gizioù !

    ['be:ɑ̃ ve 'gi:ʒo]

    il y en a de ces modes !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar c'hiz emañ evel-se

    [hi:z mɑ̃ vi'se]

    la mode est ainsi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aet eo er-maez deus ar c'hiz

    [ɛd e̞ me̞:z dəz hi:s]

    c'est démodé

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eñ a oa un anv bet deus ar c'hiz ur pennad-mat hañ !

    [ˌhẽˑ wa ˈnɑ̃ːno bed dœz ˈhiːs ˌpɛnəˈmɑd ɑ̃]

    ça c'est un nom qui avait été à la mode un bon bout de temps hein !

    Gant : Janin al Lagadeg, ganet e 1931 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Bear.
    gwreg da Andre Barbier

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 gavan ket ur c'hiz vrav eu...

    [gaˌvɑ̃ kə ˌhiˑz ˈvɹɑw ə]

    je ne trouve pas que c'est une belle mode euh...

    Gant : Ann-Mari Damani, o chom e Prad, marvet e 2023.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha bremañ emañ ar c'hiz d'ober les cuisines encastrées là, les belles cuisines, brav int 'vat kouda hañ !

    [...]

    et maintenant c'est la mode de faire les cuisines encastrées là, les belles cuisines, elles sont belles quoi hein !

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi (2025-01-23)