Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

koñje

Gwelet an temoù Ar c'hoñje ha Ar vakañsoù

Stummioù :

vacances

  • 🔗 a-benn ar sizhun all vo koñje

    [bɛn zy:n al vo 'kɔ̃:ʒe]

    la semaine prochaine ce sera les vacances

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ya, e-pad ar c'hoñje. E-pad ar c'hoñjeioù e vije muioc'h ivez. Ya. A-hend-all ne vije ket kement se avat, met...

    [ja pad ə 'hõːʒe – pad ə ho'ʒejo viʒe 'myɔh iə ja – he̞n'dal viʒe kə ke'mese hat mɛt]

    Oui, pendant les congés. Il y en avait plus pendant les congés [Parisiens]. Oui. Sinon il n'y en avait pas tant que ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

service militaire

  • 🔗 me 'ma graet ma goñje en Aljeri

    [me ma gɛt ma 'gõ:ʒe nal'ʒe:ri]

    j'avais fait mon service militaire en Algérie

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi