Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

gwellaat

Gwelet an temoù Grossir ha Guérir

Stummioù :

améliorer

  • 👂 🔗 an dud a derc'h da esa gwellaat o...

    [ndyd dɛrh də 'hɛsa gwɛ'lɑ:d o]

    les gens essayent d'améliorer leur...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 goude eo bet gwellaet an traoù kwa

    [’gu:de hɛ bed gwɛ’lɑ: ntɾɛw kwa]

    après les choses ont été améliorées quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bremañ eo gwellaet un tamm bihan

    ['bomɑ̃ hɛ gwɛ'lɑ:t tɑ̃m 'biən]

    maintenant c'est amélioré un peu

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Met ma Doue, arri int trist. Ah beñ daon ya, ar re-se a vez fiñvet bep tro te. Ha ne derc'hont ket da wellaat. Anfin, petra a ri ?

    [mɛ ma’dwe aj iŋ ’tʁist – a bɛ̃ dãwn ja ʁeze ve ’vĩwət bop’tʁoː te – a dɛʁ’hɛŋ kət te wɛ’lɑːt – ãfin ’pʁaː ʁi]

    Mais mon Dieu, elles [les bannières] sont arrivées tristes [= en mauvais état]. Oui, elles sont déplacées à chaque fois, pardi. Et elles ne vont pas en s'améliorant. Enfin, que veux-tu ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 abaoe omp dimezet 'teus... 'teus... te 'teus gwellaet da vrezhoneg abaoe... abaoe omp asambles

    [bwe ɔ̃m di'me:ət tøs tøs te tøz ə gwɛ'lɑ:t tə vʁɛ'zɔ̃:nək bwe bwe hɔ̃m 'sɑ̃məs]

    depuis que nous sommes mariés tu as... tu as... tu as amélioré ton breton depuis... depuis que nous sommes ensemble

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

guérir

  • 👂 🔗 al louzoù e vez lâret dioute int mat da wellaat an dud ha da wellaat al loened

    ['lu:zu ve 'lɑ:rəd dɔ̃tɛ hiɲ mɑ:t tə wɛ'lɑ:t ən dyt a wɛ'lɑ:d ˈlwe̞:nət]

    les plantes ont dit d'elles qu'elles sont bonnes à guérir les gens et à guérir les animaux

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

grossir

  • 👂 🔗 ne wellaan ket a-hend-all

    [wɛla'ɑ̃kə hɛn'dal]

    je ne grossis pas autrement

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 cheñch, cheñchet 'deus, gwellaet 'deus

    [ʃɛ̃jʃ - ’ʃɛ̃jʃɛ dœs - gwe̞’lɑ:d dœs]

    maigrir, elle a maigri, elle a grossi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

engraisser

  • 👂 🔗 Daou-ugent moc'h... daou-ugent krennard ma kerez da wellaat, 'meump plas da lakat kement se, ha neuze 'meump soñjet, ah 'h amp d'ober un esae, 'h amp da wellaat daou-ugent evel se, ha...

    Dow-ugen moh… dow-ugen krènnart, ma kées, de wèllaat, meum plas de laket kémé sé, a neuhé meum joñjet, a, ’h am d’or ’n êsè, ’h am de wèllaat dow-ugen vesé, a…

    Quarante porcs... Quarante jeunes porcs, si tu veux, à engraisser. Nous avions la place d'en mettre autant, et donc nous avons pensé : Ah, nous allons faire un essai, nous allons en engraisser quarante comme ça, et...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal