Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

pegeit

Gwelet an tem Pegeit

Stummioù :

combien de temps

  • 👂 🔗 Pegeit e vez poazhet ?

    Pégèit vé poahet ?

    Combien de temps faut-il le mettre à cuire ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pegeit zo etreze ?

    Pégèit so tréé ?

    Combien (d'années) y a-t-il entre eux ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pegeit e oa bet aze ? Oh, ur pennad mat avat.

    Pégèid oa béd ahé ? O pènnad mat hat.

    Combien de temps y avait-elle passé ? Oh, un bon moment.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha me a vije n'onn ket pegeit oc'h esa deskiñ un tamm bihan, ha evel se, ptt, ha e oan diskourajet quoi.

    A mé vijé n’onn ke pégèit ’h ésa diskiñ tamm bïen, a vesé, ptt, a oan diskourajet quoi.

    Et moi je passais je ne sais combien de temps à essayer d'en apprendre un peu, et du coup, j'étais découragé quoi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh, n'on ket kat da lavaret dit e-pad pegeit. Nann.

    O, n'on ke kat te lât tit pat pégèit. Nann.

    Oh, je ne saurais pas te dire pendant combien de temps. Non.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hir ? pegeit e vo ?

    [hi:ʁ - pe'gɛjd vo]

    [congés] longs ? combien de temps ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pegeit zo emañ ganit ?

    [pe'gɛjt so mɑ̃ gə'nit]

    ça fait combien de temps que tu l'as ?

    Gant : Herve ar Beleg, ganet e 1957 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pegeit e oac'h aet da gousket ?

    [pe'gɛjd wah ɛt tə 'guskət]

    combien de temps aviez vous été dormir ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi