Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
adalek
Gwelet an tem Adalek ma
Stummioù :
dès que
-
👂 🔗 adalek ma 'mije sonet 'ba kreiz euh... ar blasenn eno, hop, e weles goulouioù o vervel partout
[’dɑ:lɛg ma miʒe ’zɔ̃:nəd bah kʁɛjz ə ’blɑsən ’e:no hɔp ’wɛ:lɛz go’lojo ’veʁwəl par’tut]
dès que j'avais sonné au milieu euh... de la place là-bas, hop, tu voyais des lumières s'éteindre partout [camp militaire]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 adalek e vije deiz, esa...
['dɑ:lɛg viʒe de: 'hɛsa]
dès qu'il faisait jour, essayer...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
partir (à – de)
-
👂 🔗 pemzek kilometr zo adalek amañ
['pɛmzɛk kilo'mɛt zo 'dɑ:lɛg 'ɑ̃mɑ̃]
il y a quinze kilomètres à partir d'ici
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi