Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

abaoe

Gwelet an temoù Abaoe ha Abaoe ordin

Stummioù :

depuis

  • 👂 🔗 Abaoe zo bet ur bern cheñchamant heñ, oh ma Doue ya.

    Bwé zo bé bèrn cheñchaman eñ, o ma dwé, ya.

    Il y a eu beaucoup de changement depuis. Oh mon Dieu oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne 'meus ket soñj piv a oa d'ar c'houlz-se avat, abaoe zo pell...

    Meus ke joñj piw oa de houls-sé hat. Bwé zo pèll.

    Je ne me rappelle pas qui c'était à cette époque. Ça fait longtemps.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Beñ, hennezh a oa e-unan ivez abaoe e oa yaouank peogwir ne oa ket nemetañ.

    Beñ, heñ oa ihun ie bwé oa yowank, pegur oa ke mèrtañ.

    Il était seul depuis qu'il était jeune, puisqu'il n'y avait que lui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 (R. : Da biv e oa ar menaj ?) Heu... Da, da X, da ma den. Eñ a oa propriétaire quoi, ya. Hennezh a oa dezhe abaoe a-raok quoi, abaoe e dad, ya. Ya, d'e dad ha d'e vamm... D'e dad ha d'e vamm e oa a-raok, ya.

    De, de X, de me dén. Eñ oa propriétaire quoi, ya. Heñ oa dè bwé rok quoi, bwé i dad, ya. Ya, d’i dad a d’i vamm... D’i dad ha d’i vamm oa rok ya.

    (R. : À qui était la ferme ?) Heu... à X, à mon mari. Il était propriétaire, oui. Elle était à eux [à sa famille] depuis avant, depuis son père, oui. Oui, elle était à son père et sa mère avant.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Ha da... da gentañ a lâre... a 'na komzet deus kant ugent pe kant tregont neuze (T : Ya ya.) abaoe eo bet fortoc'h, fortoc'h eo bet (T : Ah ya.) met c'hwezhañ a rae da vat dec'h da noz amañ hou ! XXX(?) hent (?), evel des rafales aze.

    [a da də ˈgɛntɑ̃ ˈlɑːʁɛ na kɔ̃m døs kɑ̃n ˈygən pe kɑ̃n ˈtʁegɔ̃n nœː bwe e̞ be ˈfoʁtɔh ˈfoʁtɔh ɛ bet mɛ hwe ʁɛ də vat deχ tə nɔ̃ːz ˈɑ̃mɑ̃ (?) wɛl ʁafal ˈɑe]

    Le premier jour ils ont dit...il a parlé de 120 ou 130 depuis ça a été plus fort, ça soufflait pour de bon ici hier soir (?) comme des rafales là.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ale ! Mont mat a ra an traoù abaoe dec'h ?

    [ɑˈle̞ mɔ̃n mɑːd ʁa tʁɛw bwe deχ]

    Salut ! Ça va depuis hier ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 (met dilañs teus tapet !) Dilañs meus ya (ha ne teus ket adtapet anezhañ abaoe !) nann ma Doue derc'het dilañs abaoe !

    [ˈdilɑ̃s møs ja - a nɑ̃n ma ˈdue – ˈdɛhɛ ˈdilɑ̃s əˈbwe]

    (mais tu as pris du retard) Jai pris du retard (et tu n'as jamais rattrapé le retard ensuite) non bon sang je maintiens mon retard depuis !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Arri a zo pell a zo abaoe.

    [aj zo pɛl zo bwe]

    Il y a longtemps depuis, ça fait un bail, c'est loin [dans le temps].

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien