Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
kozhañ
Gwelet an tem Divalavaat
Stummioù :
vieillir
-
🔗 n'eo ket a-walc'h kozhañ, fallaat an hini a ran
[nɛ kə wɑh 'ko:zɑ̃ va'lɑ:d n:i rɑ̃]
ce n'est pas le tout de vieillir, je décline
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 N'eo ket a-walc'h kozhañ... mont da foutr !
[ne̞ kə waχ 'koːzã – mõn tə fut]
Ce n'est pas le tout de vieillir... [le pire c'est de] décliner !
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ma fenn a derc'h da gozhañ pa gozhan me ivez. Ma fenn a derc'h da gozhañ pa gozhan me ivez.
Ma tête continue de vieillier puisque je vieillis moi aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
jachère (laisser en –)
-
🔗 leskel anezhañ da gozhañ
['lɛskə neɑ̃ də 'go:zɑ̃]
le laisser en jachère [par ext. en friche]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi