Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kouchañ

Stummioù :

tasser

  • 🔗 kouchañ foenn

    ['kuʃɑ̃ vwɛn]

    tasser du foin

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-wechoù marteze 'h arrie da vezañ kouchet muioc'h a-blasoù evit a-blasoù all marteze, e tistage an taol, se a depand penaos e vije kwa, ma vije munut an douar kwa

    [’we:ʒo ma’te:e ’hɑje də ’ve:ɑ̃ ’kuʃət ’my:ɔh ’blɑso wid ’blɑso al ma’te:e di’stɑ:ge nto:l ze ’depɑ̃n pə’nɔ̃:z viʒe kwa ma viʒe ’my:ny ’ndu:aɹ kwa]

    parfois peut-être qu'elle arrivait à être plus tassée par endroits que d'autres peut-être, la bande se détachait, ça dépend comment c'était quoi, si la terre était fine quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an douar 'h arrie d'en em gouchañ goude a-benn e vije fin kwa

    [ən 'du:aɹ 'hɑje də nɔ̃n 'guʃɑ̃ 'gu:de bɛn viʒe fi:n kwa]

    la terre arrivait à se tasser après quand c'était fini quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi