Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
marchosi
Stummioù :
écurie
-
🔗 d'ar c'houlz-se oa an ti, ha goude oa ar marchosi, ha goude oa kraou saout, ha eñ 'neus laket anezhe-tout 'ba 'n ti
[də 'hulse wa nti: a 'gu:de wa mar'ʃo:si a 'gu:de wa krow zowt a hẽ: nøz 'lɑkə nɛ: tut ban ti:]
à cette époque-là il y avait la maison, et après l'écurie, et après l'étable des vaches, et lui les a tous mis [intégré] dans la maison
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 E-barzh penn ar marchosi neuze, neuze e oa graet, feiz, unan modern betek hag ober, graet ur c'houloir e-barzh ar c'hreiz, abalamour da reiñ boued dezhe deus ar c'hreiz.
[bah pɛn maʁ'ʃɔsi nœhe – nœhe wa 'gwɛt fe yn 'modɛʁn betek a 'gɔːʁ ɛ gwɛd hulwaːʁ bah 'hʁe̞js – bãw tə 'ʁœŋ 'bwet te̞ døz 'hʁe̞js]
On l'avait faite [la crèche à cochons] au bout de l'écurie, une moderne tant qu'à faire, avec un couloir au milieu pour leur donner à manger depuis le milieu.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal