Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

stardañ

Stummioù :

serrer

  • 👂 🔗 An hini bihan a vije stardet evel just.

    'N ni bïen vijé stardet vèl just.

    Le petit [l'enfant] était serré, bien sûr.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 stardañ e dorn

    ['stɑrdɑ̃ i dɔrn]

    serrer la main

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 stardet-mat

    [ˌstɑrdə'mɑt]

    très serré

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 stardañ ha distardañ

    ['stɑrdɑ̃ a di'stɑrdɑ̃]

    serrer et desserrer

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 paouez da... da stardañ da... da dilhad !

    [’po̞wəz də - də ’stɑʁdɑ̃ tə - tə ’diʎət]

    cesse de serrer tes habits !

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ya, ar re-se a vije ret formiñ anezhe deus a-drek aze. Ha neuze, aze e oa ul las, ha hennezh, hennezh a starde amañ evel-hemm a-drek, da serriñ, da serriñ un tamm ar c'hoef en-traoñ amañ.

    [ja ʁe’ze viʒe ʁɛt ’fɔʁmi ’nɛ døz ’dʁek ahe – a nœhe ahe wa ’las – a hẽs hẽs ’staʁde ãmã vɛ’lɛm ’dʁek – də ’zɛj̃ də ’zɛɾĩ tãm ’hwef ’tʁɔw ãmã]

    Oui, il fallait les former [les coiffes] par l'arrière. Et il y avait un lacet qui se serrait ici comme ça derrière, pour fermer un peu la coiffe en bas ici.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

difficile (devenir plus –)

  • 👂 🔗 aze e oa krog an traoù da stardañ

    ['ɑhɛ wa kro:g ən trɛw də 'stɑrdɑ̃]

    là ça a commençé à être plus difficile

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi