Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
ordin
Gwelet an temoù Ordin ha Abaoe ordin
Stummioù :
toujours
-
👂 🔗 Evel e vez lavaret, n'eus ket 'met traoù mat e-barzh, han-se eo oblijet da vezañ mat, met se, se, ne gerzh ket ordin bepred.
Vèl vé lât, neus ke mé trèw mat bars, ansé è oblijet te véañ mat, mèt sé, zé, gèrs ked ordin bopet.
Comme on dit, il n'y a que des bonnes choses dedans, par conséquent il est obligé d'être bon, mais ça, ça ne marche pas toujours.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Eñ a vije dornet e-barzh ar gêr goude. Peotramant e vije dornet e-barzh ar park a-wezhioù marteze. 2. Nann, e-barzh ar gêr e vijent degaset ordin.
1. Eñ vijé dornet bah gêr goudé. Pétaman vijé dornet bah park (a)wêjo matéé. 2. Nann, bah gêr vijènt diêsed ordin.
1. Ensuite, on le battait [le blé] à la maison. Ou bien on le battait parfois dans le champ peut-être. 2. Non, on l'amenait toujours à la maison.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 E-barzh ar solier, me a lavar dit, a-wezhioù ne vije ket brav mont e-barzh ar solier ordin hañ. Ne vije ket brav ordin mont e-barzh ar solier.
Bah zoier, mé lâr dit, (a)wêjo vijé ke braw mon bah zoier ordin añ. Vijé ke braw ordin mon bah zoier.
Dans le grenier, je te dis, ce n'était pas toujours agréable d'aller dans le grenier.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. 'Tije ur vatezh pe unan bennaket ordin. 2. Ur vatezh, ya.
1. Tijé vates pé un bénnaked ordin. 2. Vates, ya.
1. Tu avais toujours une servante ou quelqu'un. 2. une servante, oui.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Te ne 'ta ket bet ur machin da c'horo bepred. 2. Nann ? 1. Nann avat. Te a c'horoe gant da daouarn ordin.
1. Té ta ke bé machin de horo bopet. 2. Nann ? 1. Nann vat. Té horoé gan de dawarn ordin.
1. Toi tu n'as jamais eu de machine à traire en tout cas. 2. Non ? 1. Non alors. Toi tu as toujours trait à la main.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa vije d'ober mont d'ar gare da gas patatez pe un dra bennak evel se, e vije ret din mont gantañ ordin. Peogwir ne glevje ket an otoioù oc'h arriout na mann ebet.
Pé vijé d’or mon te gare de gas patates pé en dra benna vesé, vijé rét tin mon gantañ ordin. Pegur glèwché ket ’n otoio ’h aiet na mann bét.
Quand il fallait aller à la gare apporter les pommes de terre, ou quelque chose comme ça, il fallait toujours que je l'accompagne. Parce qu'il n'aurait pas entendu les voitures arriver ni rien.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kazi ordin e vije, e lakae he zan tro-ha-zro evel se, ha e-barzh ar c'hreiz 'h arrie un tamm deus pep tu, ha evel se ne vije ket rostet ar c'hreiz bepred kement, ma 'nije boutet anezhe tout e-barzh ar c'hreiz e vije bet rostet kreiz ar grampouezhenn.
Karjé ordin vijé... laké i zan tro-a-zo vesé, a bah hrèis ’h aié ’n tamm deus pop tu, a vesé vijé ke rostet hrèis bopet kémèn. Ma nijé boutet nè toud bah hrèis vijé bé rostet krèiz grampouenn.
Elle mettait presque toujours son feu tout autour comme ça, et un peu [de chaleur] arriver au milieu de chaque côté, et comme ça le milieu ne cramait pas. Si elle les avait toutes mises [les petites bûches] au milieu, le milieu des crêpes aurait été cramé.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 oh, se a zo bet ordin 'vat
[o ze zo bed ɔr'din hat]
oh, ça a toujours existé [les moustiques]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me 'meus gwelet honnezh gros ordin
[me møz 'gwɛ:lə hɔ̃:s gros 'ɔrdin]
je l'ai toujours vu gros [grand, l'arbre]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
tous les jours
-
👂 🔗 Ne oa ket brav bezañ e-kichen ar skol evel se, evel se e vije gouvezet pegoulz e vije e pinijenn peogwir me a ouie pegoulz e finise ar skol ordin.
Oa ke braw béañ kichen te skol vesé, vesé vijé gouvéet pégoulz vijé pinijenn, pégwir mé ouié pegouls finisé skol ordin.
Ce n'était pas bien d'être à côté de l'école comme ça, [car] comme ça on [les parents] savaient quand on [les enfants] était punis. Parce que moi je savais à quelle heure finissait l'école chaque jour.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Oh ma Doue, div wezh bemdez ha... ordin.
O ma doué, diw wèch bañwdé a… ordin.
Oh mon Dieu, deux fois par jour, tous les jours.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 N'eus ket bet accident ebet, na mann ebet diwar ar saout na mann ebet, goude bezañ ordin war an hent gante.
N’eus ke béd aksidan pét, na mann bét diwar zowt na mann bét, goudé béañ ordin war ’n èn gantè.
Il n'y a eu aucun accident ni rien à cause des vaches, bien qu'elles étaient constamment sur la route.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal