Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

prest

Stummioù :

prêt

  • 👂 🔗 Ha evel se a-benn 'mije fin da c'horo, eñ 'nije graet se ivez ha evel se e oa prest da vont d'ar park goude. Ha feiz goude pa 'h ae d'ar park, feiz, 'h ae d'ar park betek an noz hañ.

    A vesé, bènn mijé fin de horo, eñ nijé gwè sé ie, a vesé oa prêst te von te park goudé. A fé, goudé, pé 'h è de park, fé, 'h è de park béték noz añ.

    Et ainsi, quand j'avais fini de traire, lui avait fait ça aussi [nourrir les vaches, mettre de la paille], et il était prêt à partir au champ ensuite. Et ensuite, quand il allait au champ, il y allait jusqu'au soir.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 prest eo ar c'hafe

    [pre̞st e 'hafe]

    le café est prêt

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

point (sur le – de)

  • 🔗 aze int prest d'achuiñ, n'int ket ?

    ['ahe iɲ pre̞st da'ʃyi niɲ cət]

    là ils sont sur le point de finir, non ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi