Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
en-dro (bezañ –)
occuper (s'– de)
-
👂 🔗 A-wezhioù en-dro d'al loened ne vez ket aezet ordin ivez hañ, en-dro d'ar saout.
(a)wêjo dro de loènet vé ked èzed ordin ie añ, dro de zowt.
Ce n'est pas toujours facile de s'occuper des bêtes, de s'occuper des vaches.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah ya, da gentañ e oan aet gant ar baotred-saout bepred, se a oan aet, e oan laket gant ar baotred-saout, ha neuze en-dro da laezh ha en-dro da...
A ya, de gêntañ oan èt gan botet sowt bopet. Zé oan èt. Oan laket gan botet zowt. A neuhé ndro de lés a ndro de...
Oui, au début j'étais avec les vachers, on m'avait mis avec les vachers, à m'occuper du lait et m'occuper de...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Goude e oan retornet da lavaret dezhi 'ma c'hoant da vont da... da... da labourat e-barzh ar Gouent en-dro d'ar reoù glañv.
Goudé oan rétornet (te) lât tèi ma hoan te von te... de... de labouret bah Gouen dro de réw glañ.
Ensuite, j'étais retournée lui dire que je voulais aller travailler au Bon-Sauveur, m'occuper des malades.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 En-dro d'ar reoù glañv quoi. Ya. Darn anezhe a oa... ma kerez... Kollet o fenn un tamm muioc'h gante, darn all a oa jentiloc'h un tamm, se a depant, a bep sort, quoi.
Dro de réw glañ quoi. Ya. Darn nè oa, ma kées, kolled o vènn tamm muoh gantè. Darn all oa jèntiloh tamm. Zé dépan, bop sort quoi.
M'occuper des malades. Oui. Certains avaient perdu la tête, d'autres étaient plus gentils, ça dépend, il y avait de tout.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, e-barzh ar menaj ya, ha neuze e-barzh ar parkoù ma vije ezhomm quoi, met anfin, e-barzh ar menaj, e-barzh an ti ha... Ya. Ha en-dro d'ar saout ha en-dro d'ar moc'h ha... ya.
Ya, bah ménaj ya, a neuhé bah parko ma vijé émm quoi, mè añfin, bah ménach, bah 'n ti a... Ya. A dro de zowt a dro de moh a... Ya.
Oui, [il travaillait] à la ferme, et aussi aux champs s'il y avait besoin, mais enfin, à la ferme, dans la maison et... Oui. Et il s'occupait des vaches et des cochons et... Oui.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Bravoc'h e oa din amañ un tamm mat evit bezañ er gêr ma-unan, en-dro d'al loened.
Brawoh oa din amañ tamm mat wit béañ gêr mehun, dro de loênet.
Je suis mieux ici qu'à la maison à m'occuper des bêtes.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ha me a veze en-dro d'ar vugale ordin
[a me viʒe dro də vy'gɑ:le ɔr'di:n]
et moi je m'occupais des enfants tout le temps
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'on ket bet en-dro d'ar moc'h
[nɔ̃ kə bed dɾo də moh]
je ne me suis pas occupé des cochons
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'on ket pet gwezh eo bet Daniel en-dro dezhi
[nɔ̃ kə pet kweʃ a he bed 'daɲɛl ndro: dɛj]
je ne sais pas combien de fois Daniel a été autour d'elle [a essayé de la réparer]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oa bet aze en-dro d'ar vuoc'h
[pə wa bed 'ɑhɛ dro də vyh]
quand il était venu là s'occuper de la vache
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi