Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
ampich
Stummioù :
empêcher
-
👂 🔗 Nann, 'h an d'ober ur bannac'h kafe bepred. Met se n'ampicha ket ac'hanomp da gaozeal bepred.
Nann, 'h an d'or bañh kafé bopet. Mè zé n'ampicha ked añm (de) gozéel bopet.
Non, je vais faire du café en tout cas. Mais ça ne nous empêche pas da parler.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'H ae al laezh e-barzh e vanchoù. Ya, met neuze e vez graet da esa ampich anezhañ da vont ivez
’H ê lêz bah i veñcho. Ya, mè neuhé vé gwèt te hésa ampich néañ de von ie.
Le lait rentrait dans ses manches. Oui mais alors on essaie [il faut essayer] de l'en empêcher aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 da ampich anezhe da devaat ya
[də 'hɑ̃mpiʃ nɛ: də 'dewɑ:d ja]
pour les empêcher de grossir oui [arbres]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur blantenn evit ampich ar gozed da dont
['blɑ̃ntən wid 'ɑ̃mpiʃ 'goəd də dɔ̃n]
une plante pour empêcher les taupes de venir [euphorbe]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evit ampich an dapadenn da c'horiñ
[wi 'hãmpiʃ nda'pɑ:dən də 'ho:ri]
pour éviter que la blessure ne suppure, ne s'infecte [nombril de vénus]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e vezont lakeet a-us, 'ba krevier saout, 'ba toull an nor, evit ampich an dardred
[a vɛɲ la’keə ys ba ’krɛ:vjər zɔw ba tul’no:ɹ wid ’hɑ̃mpiʃ ’dɑɹdɾət]
et on les met au-dessus, dans les étables, dans l'entrée de porte, pour empêcher les dartres [gui]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ampich
['hãmpiʃ]
empêcher
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ampich
[’ãpiʃ]
empêcher
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ampich anezhañ da vont aze
['ãmpiʃ neã də võn 'ahe]
empêche-le d'aller là !
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ampichet d'ober a-hent-all
[ãm'piʃət to:r 'hɛndal]
empêché de faire autrement
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ampich anezhañ da vont aze !
['ãmpiʃ neã də võn 'ahe]
empêche-le d'aller là !
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 N'eus ket a voaien da ampich ar vugale da c'harzenniñ peogwir int kat d'ober.
[nøs kə 'vwɔjən də 'hãmpiʃ vy'gaːle də haʁ'zɛni – pə'gyːʁ hiŋ kat 'tɔːʁ]
On ne peut pas empêcher les enfants de dire des bêtises, puisqu'ils sont capables de le faire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 grez evel e kari ! me 'ran ket foutr petra a refet hañ ! en tous les cas goude 'to ket ezhomm mont da Gerdanioù ken da sevel da fri hañ ! ah nann ! ah nann ! 'to ket ezhomm mont neuze parce que... goude e vo lâret 'h eo me 'mo ampichet ac'hanoc'h da... d'ober... d'ober gant eu...
[gwe̞z we̞l ˈkɑːʁi - me ʁɑ̃ kə fut pʁa ˈʁefəd ɑ̃ - ... ˈguːde to kem mɔ̃n də ge̞ʁdaˈniːo ken də ˈzeːvəl tə vʁi ɑ̃ - a nɑ̃n - a nɑ̃n to kem mɔ̃n ˈnœːhe paskø - ˈguːde vo lɑːʁ he̞ me mo hɑ̃mˈpiʃəd ɔh də do̞ːʁ ˈdo̞ːbəʁ gɑ̃n ə]
fait comme tu voudras ! moi je m'en fous de ce que vous ferez hein ! en tous les cas après il ne faudra plus que tu ailles à Kêrdanioù pour faire le curieux hein ! ah non ! ah non ! il ne faudra pas que tu ailles alors parce que... après on dira que c'est moi qui vous a empêchés de... faire... faire avec euh...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi