Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

achuiñ

Gwelet an tem Achuiñ

Stummioù :

terminer

  • 👂 🔗 Evel just, ma vije ar park d'achuiñ, feiz, e chome d'achuiñ ar park quoi, 'nije... n'aje ket e-barzh ar park an deiz war-lerc'h evit dont en-dro pe da...

    Vèl just, ma vijé park t’achuiñ, fé, chomé d’achuiñ park quoi, nijé... N’aché ket bah park ’n dé war-lèrh wid don dro pé de...

    Bien sûr, s'il fallait finir le champ, il restait finir le champ. Il ne serait pas revenu dans le champ le lendemain juste pour revenir...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, merenn a oa da gentañ, ha goude feiz e oa bet koan, ha e oa achuet moarvat da div eur pe deir eur deus beure, ha goude e oa dañset betek ar beure, pe dost.

    Ya, mèrnn oa de gêntañ, a goudé fé oa bé koan, a oa achuet mahat de diw eur pé dèr eur deuz beuré, a goudé oa dañset béték beuré, pé dost.

    oui, il y avait d'abord le repas de midi, et ensuite le repas du soir, qui s'était terminé je crois à deux ou trois heures du matin, et ensuite on avait dansé jusqu'au matin, ou presque.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

finir

  • 👂 🔗 achuiñ da debriñ

    [a'ʃyĩ də 'di:bĩ]

    finir de manger

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret e oa achuiñ

    [rɛd wa a'ʃyi]

    il fallait finir

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 normalamant e tle bezañ un h d'achuiñ, n'eus ket ?

    [nɔrma'lɑ̃mɑ̃m gle 'beɑ̃ ɑʃ da'ʃyi nøs kə]

    normalement il doit y avoir un h pour finir, non ?

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'achuont ket

    [na'ʃyɔ̃n cət]

    elles ne finissent pas [de bavarder]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Achu da soup !

    Achu te zoup.

    ['aʃy tə zup]

    Finis ta soupe.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 se a achuo fall

    [ze a'ʃy:o vɑl]

    ça finira mal

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya, neuze e c'halli (ober ?), kar me bremañ-souden pa... pa vez c'hoant da gas ac'hanout er-maez hañ ! ha neuze 'h an da... ret eo achuiñ se evit an noz hañ ! gallet a ri gomañs... komañs hardi hañ !

    [ja ˈnœːhe ˈhɑli djo̞ːʁ - kaʁ me bəˈzɔ̃m pə - pə ve hwɑ̃n də gas o̞wt me̞ːz ɑ̃ - a ˈnœːhe hɑ̃ də - ʁe̞d e̞ aˈʃyːĩ ze wi ˈnɔ̃ːz ɑ̃ - gɑl ə ʁi ˈgo̞mɑ̃s ˈko̞mɑ̃s ˈhɑʁdi ɑ̃]

    oui, alors tu pourras (faire ?), car moi tout à l'heure quand... quand viendra l'envie de te virer dehors hein ! et alors je vais... il faut finir ça ce soir hein ! tu pourras commencer... commencer volontiers hein !

    ???

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 farine 'meus laket hag uoù ha neuze... an amann ha tout an traoù, ha neuze pa oa re danav, adrajoutet bleud, ha goude, 'meus mikset anezhañ, ar machin d'ober soub, evit achuiñ, pa oa... oa start, ha 'neus (kwiet ?) mat sell tu vois ?

    [faˈʁin møz ˈlɑkəd a ˈyːo a ˈnœhə - naˈmɑ̃n a tun ˈtʁɛw - a ˈnœhə pa wa ʁe ˈdɑ̃ːno - hadʁaˈʒutə ˈblœt - a ˈguːde - møs ˈmiksɛd ˈneɑ̃ ˈmɑʃin do̞ːʁ ˈzup - wid aˈʃyːĩ - pa wa wa ˈstɑʁt - a nøs ˈkwijəd ˈmɑt sɛl ...]

    j'ai mis la farine et des oeufs et alors... le beurre et tout les choses, et alors puisque c'était trop liquide, rajouté de nouveau de la farine, et après, je l'ai mixé, [avec] le machin pour faire la soupe, pour finir, puisque c'était... c'était dur, et il a bien (cuit ? gonflé ?) tu vois ?

    ???

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi