Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

seilhañ

Stummioù :

détruire

  • 🔗 n'eus ket nemet evit ar broenn, evit ar broenn e seilhe anezhañ

    [nøs kə mɛ wid brɔ̃n wid brɔ̃n ’zɛʎɛ ’neɑ̃]

    il n'y a que pour le jonc, en ce qui concerne le jonc il le supprimait

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha gant « scori » aze e deuez a-benn da seilhañ anezhe

    [a gɑ̃n ’skori ’ɑhe dɛz bɛn də ’zɛʎɑ̃ nɛ:]

    et avec le « scori » [nom d'un engrais] tu arrives à les supprimer

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

dévaster

  • 🔗 int seilhet tout-ha-naet

    [hiɲ ’zɛʎɛt tut a nɛt]

    elles sont toutes complètement bousillées [fleurs avec un orage]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar boeson 'na seilhet anezhañ

    [’bwɛsɔ̃n na ’zɛʎəd neɑ̃]

    l'alcool l'avait fauché

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met ar c'hoqueluche 'na seilhet ac'hanon kwa

    [mɛ hɔk’lyʃ na ’zɛʎɛd ɑ̃w kwa]

    mais la coqueluche m'avait terrassé quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

écraser

  • 👂 🔗 ar chas, ar chas a-wechoù, alies, a vez seilhet gant an otoioù

    [ʃɑs ʃɑs ’we:ʒo a’li:ɛs ve ’zɛʎɛd gɑ̃n no’tojo]

    les chiens, les chiens parfois, souvent, se font faucher par les voitures

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

exterminer

  • 👂 🔗 ... eo deut a-benn dioutañ kwa, peogwir 'neus seilhet anezhañ evel e vez lâret kwa, taget 'neus anezhañ ya evel eu... e vo lâret eu... al louarn, al louarn 'neus taget ar yar kwa peogwir 'no lazhet anezhi kwa

    [ɛ dœd bɛn dɔ̃tɑ̃ kwa py’gy:ɹ nœz ’zɛʎɛd ’neɑ̃ wɛl ve lɑ:t kwa ’tɑ:gɛ nœz neɑ̃ ja wɛl ə vo lɑ:d ə ə ’lu:aɹn ’luaɹn nøs ’tɑ:gə jɑ:ɹ kwa py’gy:ɹ no ˈlɑ:həd nɛj kwa]

    ... il en est venu à bout quoi, puisqu'il l'a supprimée comme on dit quoi, il l'a étranglée oui comme euh... on dira euh... le renard, le renard a étranglé la poule quoi puisqu'il l'aura tuée quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... seilhet ac'hanon

    [’zɛʎəd ’ɑ̃nɔ̃]

    ... [m'aurait] exterminé [charge de taureau]

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi